Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Ha raktal ar pennoù-bras a gêr a gouezhas holl d’an daoulin, war ar vein.

1877
Daveenn : EKG.I. p.178

Pennoù-bras kêr, evel m’am eus her lavaret deoc’h, ar re a dlee reiñ skouer vat d’ar bobl ha miret na vije saotret o c’hêr gant traoù ker sot, a gouezhas da gentañ d’an daoulin, evel tud dibenn ha diskiant.

1877
Daveenn : EKG.I. p.182

pennoù-bras

1931
Daveenn : VALL pg (gros) bonnet

Hag ar wech-mañ c'hoazh, evel 13 vloaz 'zo, gant an Torrey Canion, pennoù bras ar gouarnamant o deus diskouezet ne oant mat da netra.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 3

Evel-se da vihanañ o devoa gwelet ar pennoù-bras ne veze ket bepred ebat buhez o implijidi !

1985
Daveenn : DGBD p79

Palioù all a zo, evel tapout pennadoù er mediaoù da vrudañ hor stourm e-touesk an dud, lakaat pennoù bras zo da fiñval evit ma c'hallfer [c'hallfed] kregiñ da dabutal war an dachenn bublik.

2015
Daveenn : DISENT p23

Arguzennoù, fedoù, chomlec'hioù ha niverennoù pellgomz, eurioù digeriñ ha serriñ, deiziataerioù a-wechoù, skrivet enne pelec'h ha pegoulz e vo gwelet penn-bras-mañ-penn-bras peotramant pegoulz en em vodo kuzul embregerezh-mañ-embregerezh pe kuzul meur an aksionerien...

2015
Daveenn : DISENT p73

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial