Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. KOZH [1732] Kêr-benn. [1732] Ar pennkêr eus ar rouantelezh, eus ar broviñs 2. [2023] Darn eus ur gêr, eus ur gêriadenn zo er penn pellañ anezhi. [2023] O chom er pennkêr uhelañ e oa. 3. [1877] Tiez pe dolpad tiez distro war ar maez bihanoc'h eget ur gêriadenn. [1877] Mat, bennozh deoc’h, — ne grede ket lavaret : bennozh Doue, dirak ar republikaned, — lavarit dezhañ diwall na deufe ket dimerc’her d’ar Pennkêr-Bras, e parrez Pluzuned, ha lavarit dezhañ digas gantañ kement a zo ret evit skrivañ. HS. bourc'h, bourk, kêr, kêriadenn.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

ar pennkêr eus ar rouantelezh, eus ar broviñs

1732
Daveenn : GReg pg (la Ville) capitale (du Roïaume, de la Province)

penn-kêr

1850
Daveenn : GON.II pg penn-kéar (capitale, ville capitale, principale ville d'un royaume, d'une province).

penn-kêrioù

1850
Daveenn : GON.II pg penn-kéar (capitale, ville capitale, principale ville d'un royaume, d'une province. Pl.)

Mat, bennozh deoc’h, — ne grede ket lavaret : bennozh Doue, dirak ar republikaned, — lavarit dezhañ diwall na deufe ket dimerc’her d’ar Pennkêr-Bras, e parrez Pluzuned, ha lavarit dezhañ digas gantañ kement a zo ret evit skrivañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.93

E skeud an dizunvaniezhoù-se, ar c’hasonioù a voe hadet ganto hag an emstourmadoù a zeuas da heul, en em silas ar varc’hadourien diavaeziad betek e don ar vro, oc’h anavezadenniñ heñtoù ha gwenodennoù, o jedadenniñ penn-kêriou, kreñvlec’hioù, tiez a-skign, o veizadenniñ niver ar vrezelourien, o hoalañ, o vreinañ an darvuiañ eus an uhelidi, eus ar roueed hag ar pennoù, o saotrañ kalon hag ene ar yaouankiz. Hounnezh e voe ar gentañ gwalenn.

1923
Daveenn : SKET p.86

O chom er pennkêr uhelañ e oa.

2023
Daveenn : DREAM p.36

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial