Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. LOENON. 1. Termen hollek a ya da envel an evned eus ar c'herentiad Psittacidae a vev en Afrika, en Aostralia hag e Su Amerika, dezho ur pigos berr, tev ha kromm, barrek lod anezho da drevezañ mouezh an den. [1954] Da bemp bloaz mont a raen bemdeiz-Doue da di leanezed Priel, ha gw[a]ll abred e huche warnon Koko, peroked Fulup, ur c'hozh vartolod evel Biz Kamm, o chom e tu all an hent : « Alo 'ta, Jarlig, poent eo mont d'ar skol ! » 2. Peroked-mor : moranv ar boc'hanig. II. MERDEAD. Gouel garrezek lec'hiet-uhel e gwernioù al listri-dre-lien bras.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Da bemp bloaz mont a raen bemdeiz-Doue da di leanezed Priel, ha gwell [sic, "gwall"] abred e huche warnon Koko, peroked Fulup, ur c'hozh vartolod evel Biz Kamm, o chom e tu all an hent : « Alo 'ta, Jarlig, poent eo mont d'ar skol ! »

1954
Daveenn : VAZA p.13

Koulz lavaret en-eeun ez eus un enezenn vihan gant ur bouchad gwez : Enez Mbini, pe Enez ar Berokeded.

1985
Daveenn : DGBD p142

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial