Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.k.e. 1. [1931, 2013] Kas udb. betek ar penn. Er bloaz-mañ eo bet peurgaset al labour da benn. Ilizoù a youle o eskibien peurgas evit brasañ gloar Doue. 2. Dre ast. Dont a-benn eus udb. Peurgas un dorzh vara : echuiñ he debriñ. 3. Lazhañ (ub. zo klañv-bras, toc'hor, h.a.) Ur gaouadig kleñved he feurgasas. E beurgas a reas a daolioù morzhol.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

peurgas

1931
Daveenn : VALL pg achever (de tuer & plus général, détruire complètement)

Ali e vijen dit da chom amañ ganin e Karnoet da beurgas da benn da studi Reizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p.209

An eil prantad sevel avat, roet lañs dezhañ e 1424, a vo tost peurgaset a-benn diwezh ar c'hantved.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

D'e heul e voe stummet e Pariz ur bagad adeiladourien yaouank hag a voe kaset da bevar c'horn ar Stad-C'hall da beurechuiñ ilizoù chomet war o darn hag a youle o eskibien peurgas evit brasañ gloar Doue.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 19

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial