Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. 1. (db. ar frouezh) Aet gwak e vouedenn, re azv. Avaloù, per pezhell. Ne c'hall ar mesper bezañ debret nemet pa vezont pezhell. 2. Dre ast. Aet brein. Koad, vioù pezhell. Ur roued pezhell. B. Dre skeud. 1. Bezañ pezhell e galon : bezañ drouk-kenañ. Ho kalon zo pezhell gant ar fallagriezh. 2. Dre gunuj. (db. ar baotred) Kontet da gaout doareoù merc'hed. N'eo ket ur penn pezhell a wregig. II. Adv. pouez. Kenañ. Brein-pezhell. Lart-pezhell.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

pezhell

1499
Daveenn : GReg p163 (blonce)

perenn bezhell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (poire) molle

pezhell brein

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pouri

perenn bezhell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (peren) pezell

pezhell eo ar berenn-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg pézel

pezhell

1850
Daveenn : GON.II pg pézel, pézellaat

n'eo ket c'hoazh pezhell ar mesper

1850
Daveenn : GON.II pg pézel

Ar gentañ, en he brud a oa sonn he c'hribell ; / An eil, aval krinet, etre poazh ha pezhell, Gant liv ha kinklerezh a guzhe ar frailhoù / A skarnile dezhi he zal hag he jodoù.

1867
Daveenn : MGK p63

pezhell

1931
Daveenn : VALL pg blet

O tisentiñ diouzh nep ' zo hêr / D'ar gador fiziet e Sant Pêr, / D'an Iliz Sakr n'oc'h mui ezel / Hag ho kalloud ' zo aet pezhell.

1960
Daveenn : PETO p53

Pezhell, anv-gwan [a dalvez] : Intret, trenket ha bresk war un dro. « Koad pezhell, prenn pezhell ».

1960
Daveenn : PETO p87

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial