Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. (e-unan pe e deroù ur c'henstrollad anvioù) Tamm. Diskolpañ a reas ur pezhiad eus ar yar. Ur pezhiad amanenn. 2. (dirak un anv hollek) Tamm bras. Ur pezhiad bara. Pezhiadoù kig. Ur pezhiad mat a draoù. HS. pezh. II. Dre ast., pemdez 1. (dirak un anv a dalvez da aroueziñ traoù niveradus, dirak hini, re) Termen a dalvez d'ober anv eus ub., udb. zo bras-direizh e vent. Ur pezhiad den. Ur pezhiad hini. Pezhiadoù saout. Pezhiadoù re. HS. mell(ad), moñs(ad), pezh, pikol. 2. (dirak un anv hollek lies pe stroll) Termen a dalvez da aroueziñ ur c'hementad bras, un niver bras. Ur pezhiad moneiz : ur sammad bras a arc'hant. Ur pezhiad tud a oa eno : kalz a dud. III. Tr. adv. A-BEZHIADOÙ. 1. A-dammoù. Ho tiframmañ a rafe a-bezhiadoù. 2. Dre skeud. A-vern. Ar glav a gouezhe a-bezhiadoù.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

Hag a lorc'h ve hiriv e meur a chaseer, / Gant daou seurt pezhiad loen, gallout distreiñ d'ar gêr !

1867
Daveenn : MGK p97

P’en em gave al listri bihan-se war-wel da zouar Bro-Saoz e taolent o barrikennadoù gwin-ardant er mor, un tamm plom pounner stag outo, evit o c’has d’ar goueled, hag, ouc’h an tamm plom-se, ur gordenn hir, ur pezhiad spoue ouc’h he lost evit neuennat war an dour, da ziskouez e pelec’h edo.

1877
Daveenn : EKG.I. p.18

War an taol e sentis, ha bec'h dezhi ! Da gentañ, e tapis krog en ur choanenn hag, o vezañ graet ur groaz gant beg va c'hontell war gof an dorzh vara, e troc'his ur mellad tamm diouti. Goude-se, e faoutis ur pezhiad riblennad kig-moc'h du bet e-pad pemp pe c'hwec'h vloaz o vogediñ e kimin va mamm-guñv, hag ar c'harvanoù - va re-me - a yeas en-dro ken na zifindaone ! Ur pennad da c'houde, e stagis ar voutailh leun a win ruz ouzh va fenn ha bec'h ivez dezhi, da gas ar c'hig-sall hag ar bara kras da stankañ he genoù da'm bouzellenn vras!

1929
Daveenn : SVBV p9

ur pezhiad

1931
Daveenn : VALL pg beaucoup

ur pezhiad mat a hent

1931
Daveenn : VALL pg (un bon) bout (de route)

War-dro ar bloavezh 1910 hepken e voe kavet, en Alamagn, an tu da heskennat ar gwez, n'eo ket mui a-hed, evel ma reer evit kaout plenken, met a-dro, evel ma tiroller ur pezhiad lien.

1985
Daveenn : DGBD p178

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial