Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Tr. ag. E PIAOU. 1. (db. al lec'hioù, ar c'hêrioù, h.a.) E piaou ub., udb. : (zo) hemañ diwezhañ perc'henn warnañ. Atantoù e piaou abad Redon. An douaroù a chom e piaou ar meuriadoù. Kêr Sant-Lo a oa e piaou Breizh d'ar mare-se. 2. (db. an dud) E piaou da ub. : gantañ ar gwir pe ar galloud d'e implijout, da dennañ e vad anezhañ. Goulenn ma vo ar bobl e piaou d'ar gwir-mouezhiañ. & Lakaat ub. e piaou d'udb. : reiñ dezhañ ar galloud, ar gwir ofisiel da dennañ e vad anezhañ. An arnodenn-se a lakay ar studier e piaou d'un testeni. Lakaat an holl geodedourien e piaou d'ar veli. II. 1. BEZAÑ PIAOU UB. OBER (UDB.) : bezañ dezhañ da ober an dra-se. Gwech e oa piaou ar pab, gwech piaou an eskob, envel ar bersoned. 2. BOUT PIAOU (DA UDB.) : bezañ perc'henn. Ar familh vras a venne ivez bout piaou d'an iliz. III. Impl. da stn. Zo da (ub., udb.) hervez ar gwir etreboadel. Doureier piaou ar riez.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

biaou

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bieu

biaou

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bieu

c'hwi en deus piaou ur marc'h

1927
Daveenn : GERI.Ern pg bieu

bout e piaou da…

1931
Daveenn : VALL pg appartenir

Ez amgefridiel ez oc'h piaou d'ur genkiz e Santorini, pehini a zo ez furmel d'ho mamm.

2015
Daveenn : EHPEA p132

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial