Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.k.e. Reiñ taolioù pigell. Pigellat douar. & Dre skeud. Pigosat. Pigellat sivi, avaloù-douar.

Skouerioù istorel : 
8
Kuzhat roll ar skouerioù

pigellat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg piguelat

pigellat

1659
Daveenn : LDJM.1 pg becher

pigellañ

1850
Daveenn : GON.II pg pigella (houer, labourer avec la houe. couvrir le blé sur les sillons et unir la terre avec la houe ou la pioche. piocher).

pigellet

1850
Daveenn : GON.II pg pigella (houer, labourer avec la houe. couvrir le blé sur les sillons et unir la terre avec la houe ou la pioche. piocher. Part.)

Setu fin da vat, hep dezhi distreiñ biken ! d’an amzer evurus m’edo mibien ha merc’hed Manos, dibreder-holl o c’halon, dinamm o ene a bep pec’hed, o prederiañ chatal, o pigellat, hadañ hag eostiñ, diboan hag en ur ganañ, e frankizennoù bleuniet hag heoliet ar vro-Wenn.

1923
Daveenn : SKET p.79

Diwar se e nac’has o armoù hag o binvioù sentiñ ken ouzh mibien Vanos ; sevel ha mont d’o c’herc’hat a rankjont ; an arc’houereed a baouezas a bigellat, a hadañ, a vediñ evito.

1923
Daveenn : SKET p.76

Sellit oute. Ha gwelet a rit-hu Jojo, ar Paotr-Ruz, Lellig an Touz, Fañch ar Peul, Bilzig hag e vreur, ha kalz a re all hag a anavezit, o palat, o pigellat, o vañsonat ; hag ar merc’hed, ken trefuet all, a sikour o breudeur : klask, kavout, kerc’hat, dougen a reont ar vein evit sternañ ha kreñvaat al listri hag an tourelloù.

1924
Daveenn : BILZ1 1123

Izeloc'h en diaz, a-us d'ur menestin foenneg, e disheol ur bochad gwez elv, e klouare ul lenn-kouronkañ, ma c'helled ebatiñ, goude bezañ pigellet pe douget boutegadoù atredoù, e-pad eurioù an deiz ; rak, - ar Reolenn a oa, - ne veze ket lezet nemeur ar baotred yaouank hep ober tra pe dra.

1949
Daveenn : SIZH p.53

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial