[1499, 1850, 1877, 1909] Lodenn dric'hornek eus laez ur voger hag a zoug livennoù an doenn.
Un ti toenn sklent, ur prenestr bras en e bignon.
&
Trl. skeud., PEMDEZ & DIZOARE
(db. ar merc'hed)
BEZAÑ KOUEZHET, DISKARET, DISAC'HET, RAMPET, KREVET AR PIGNON DA UB. : bezañ gwilioudet.
Kouezhet eo he fignon dezhi.
&
Prest eo ar pignon da gouezhañ : emañ war-nes gwilioudiñ.
Hag eñ azezañ war ur skabell goad a yoa e-kichen ar prenestr ha da sellet ouc’h ar mogerioù kouezhet, ouc’h an tiez distoet, ouc’h an iliz diskaret nemet ar pignon tro ouc’h ar sav-heol.
Hag hen azeza var eur skabel goat a ioa e kichenn ar prenestr ha da zellet ouc’h ar mogeriou kouezet, ouc’h an tiez distoet, ouc’h an iliz diskaret nemed ar pignoun tro ouc’h ar zao-heol.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.56
Gwelet a rit aze, a-zioc’h ho penn, un ti toenn-sklent, ur prenestr bras en e bignon ?
Guelet a rit a-ze, azioc’h ho penn, eun ti toenn-sklent, eur prenestr braz enn he bignoun ?