Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Genoù an evned, a c'hoarvez eus div garvan garnek ha dizant. Pigos hir ar gerc'heiz. Pigos kromm an erer. HS. beg. 2. (er c'hoari domino pe er c'hoari gartoù) Bern pezhioù pe gartoù miret a-gostez, d'ar c'hoarierien d'ober ganto diouzh ret. & Trl. Mont d'ar pigos : kemer pezhioù pe gartoù er pigos, unan-hag-unan, ken ma vo kavet unan mat. DHS. pod. 3. Trl. skeud. (db. an dud) Sevel e bigos : sevel e benn gant ar fouge. 4. Emgann. Dao d'ar pigos, dao d'an drailh !

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

pigos

1909
Daveenn : BROU p. 409 ([...] quelqu'un qui remue la surface du sol avec un pic : pigos)

Nag an erer, nag ar gup, nag ar re vihan anezho, ne ginnigent o gloazañ gant o figos, gant o c’hrabanoù, gant o divaskell (1).

1923
Daveenn : SKET p.76

"pigos" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.138 « Geriadurig », "bec (d’oiseau)".

Ar Marv, emezañ, a zo un aerouant euzhik ha ferv, dezhañ neuz un den, pigos un erer, ur blevad naered hag un divskouarn marc’h.

1924
Daveenn : SKET.II p.45

Eus ar gwez haleg, elv ha gwern m’edont kludet warno, e tiredas a-denn-askell evned o fluñv a liv gant houarn, o fenn kornek, lemm o figos hag o c’hrabanoù.

1924
Daveenn : SKET.II p.52

pigos

1931
Daveenn : VALL pg bec (d'oiseau)

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial