Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Menez uhel ha lemm e lein. Mont betek kribell ur pikern. 2. Ent strizh Karreg lemm, war lein ur menez prl. Pikernioù serzh. HS. kern, kribell. II. Dre ast. 1. Menton. Gorreenn a c'hoarvez eus an holl linennoù a dremen dre ur poent difiñv ha dre holl boentoù ur grommenn gloz, pe ul lieskorn. & Ec'honenn bevennet gant ar c'horreenn-se hag ur blaenenn he skej. 2. Traezenn dezhi stumm an ec'honenn-se. An avaloù-pin zo pikernioù.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Emañ ul loar ramz, damguzhet he c’hann, o pignat goustad a-dreñv ur pikern.

1949
Daveenn : SIZH p.39

Ac'hano ez arvested en he fezh kompezenn divent Miranda, gronnet klok en dremmwel, gant aradennadoù menezioù, nemet du-mañ du-hont, un ode bennak, evel war-du Burgos, « la carretera de Napoleon » (hent Napoleon) ha, tostoc'h aze, ar ganienn, a gase, dre dreuz ar pikernoù serzh, da gompezenn ar Rioja, taolead [sic, tolead] ar gwin penn.

1949
Daveenn : SIZH p.43

Ar manati, tamolodet e traoñ ar pikernoù moal, a chome anezhañ dismantroù e iliz hag e gloastr, bet freuzhet [sic, freuzet] e-doug ar brezelioù evit Don Carlos.

1949
Daveenn : SIZH p.52

Ha pell du-hont e tu ar Reter, e c'heller gwelout en aer voull ur pikern uhel, unan eus rummad menezioù Sierra Morena ar Spagn, moarvat.

1985
Daveenn : DGBD p11

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial