Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an daoulagad) 1. Pikouz ennañ. Daoulagad pikous a oa gantañ pa savas. & Trl. Penn pikous. Petra a c'hoari gant ar penn pikous-se ? 2. Dre ast. Fall. Penaos e c'hallin lenn kement all a baper gant ma daoulagad pikous ? II. Dre zismeg (db. an traoù) 1. Dezhañ nebeut a dalvoudegezh, dister-kenañ. Pikous eo ar gouloù-mañ. Gloan pikous. & Kontoù pikous : kontadennoù gwrac'h kozh. [1954] [...] rak kerkent ha ma paoueze da gontañ kaozoù pikous, diouzhtu e stage da ganañ, met bep gwech e galleg : Arthur n’avait pas de richesses [...]. & Ur gouel faro en desped d'an amzer pikous : d'an amzer gwech brav, gwech fall. 2. (db. an traoù) Diaes. Ar c'hranked zo traoù pikous da zebriñ. 3. (db. ar vugale) Diaes ha klemmicher. Hennezh zo ur bugel pikous.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

pikous

1499
Daveenn : LVBCA p163 (chacieux)

pikous

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chassieux

daoulagad pikous

1732
Daveenn : GReg pg (des yeux) chassieux

koñchennoù pikous

1732
Daveenn : GReg pg conte (recit plaisant, recit fabuleux)

Pikous eo ar bleuñv.

1850
Daveenn : GON.II pg pikouz (la fleur est éraillée. HV.)

pikous

1850
Daveenn : GON.II pg pikouz

[...] rak kerkent ha ma paoueze da gontañ kaozoù pikous, diouzhtu e stage da ganañ, met bep gwech e galleg : Arthur n’avait pas de richesses [...].

1954
Daveenn : VAZA p.35

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial