Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

v.g. 1. (db. al loened pe an dud) Mont d'ar piltrot. Al lern o piltrotat war-lerc'h o freizh. Loenedigoù a biltrote en-dro d'he zreid. [1954] Evel boaz, rankout a reas Frederig amwelout ar strollad ha gant e zivhar karv-raden ez eas ken prim hag ul luc’hedenn eus an eil regennad vartoloded d’eben, e doare ma voe ret da Fallières piltrotat war e lerc’h, e-giz ur voullig laosket da ruilhal war ar pont [...]. HS. pilpazañ. 2. Dre ast. (db. ar galon) Piltrotat d'an daoulamm ruz : talmañ da vat. He c'halon a oa o piltrotat d'an daoulamm ruz en he c'hreiz. HS. piklammat, pilat.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Polidor a yae hag a deue, dre-douez ar raoz, a lamme dreist ar gouerioù bihan hag a biltrote dre an dour kement, ma rae dudi ar soudarded a selle outañ diwar ar pont.

1878
Daveenn : EKG.II p.27

N’oant ket evit heuliañ ar c’hi nemet dre an trouz a rae o piltrotat dre ar gouerioù bihan : a-vec’h e weler ar raoz o horjellañ.

1878
Daveenn : EKG.II p.27-28

Evel boaz, rankout a reas Frederig amwelout ar strollad ha gant e zivhar karv-raden ez eas ken prim hag ul luc’hedenn eus an eil regennad vartoloded d’eben, e doare ma voe ret da Fallières piltrotat war e lerc’h, e-giz ur voullig laosket da ruilhal war ar pont, kement ha ken bihan ma ’z oa tenn warnomp gant ar fent, ha mil aon hor boa rak daoudortañ da c’hoarzhin dirak ar paourkaezh Tad kozh.

1954
Daveenn : VAZA p.155-156

Ar pezh hor souezh-ni da gentañ eo an doare o deus da gerzhout : ned eont morse a-zoug o c'hamm, piltrotat eo a reont, ha ni boas ouzh ar bale a gav souezhus da gentañ gwelout ur rummad tud a-bezh o vont d'ar piltrotig.

1985
Daveenn : DGBD p35

Ofis publik ar brezhoneg