Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Den, skeudenn zo heñvel-tre (ouzh ub., udb. all). Pimpatrom e dad eo. 2. Dre ast. Tra a seller outañ evel ur skouer dreist pe ar skouer orin eus udb.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

primpatron

1850
Daveenn : GON.II.HV pg primpâtroun

"pimpatrom" g.

1924
Daveenn : SKET.II prototype (et "prim-patrom" Gonid., "kent-patrom").

Eno, an tren a zaleas ur pennadig, ha setu me da sellout dre ar prenestr ha peuzkerkent, e welis adarre un den gwisket pimpatrom ouzh an hini a youc'has en Arles : "Les voyageurs pour Marseille!...

1929
Daveenn : SVBV p11

pimpatrom

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXVII, archétype

primpatrom

1931
Daveenn : VALL pg archétype

Amañ 'z eus kêriadennoù sioul kuzhet a-drek ar c'hleuzioù uhel, na zigouezher enno nemet dre c'haridennoù enk ha teñval, dre wenodennoù moan ha kamm-jilgamm ; er c'hêriadennoù, ez eus tier kozh, gant o dorioù bolzet, merket ur bloaz warno alies, evel 1590, pe 1675, pe 1730 : peadra da soñjal atav er re aet kuit ; amañ 'z eus menezioù moal ha kragek ; saonennoù klenk lec'h ma hiboud ur wazhig-dour ; hag er c'hornad-se e vev ur ouenn gouerien pennoù-fall, distag a bep tu, disfizius ouzh an aotrounez, hanterourien hag emsikourerien dre dreuzlavar, stag d'o zra o-unan dre voazadur, mignoned d'ar frankiz soñjal, d'ar frankiz donemonea, diaes dezho dougen yev beleien ha noblañs, ha nag evit-se tud a relijion, a urzh vat, a zoujañ evit ar galloud leal, sentus ouzh ar Red, dispont ouzh ar re vev met leun a aon rak an teuzoù, ar seblantoù, ar bed all : tud hag a zo pimpatrom c'hoazh, e deroù an XXvet kantved, ar re a veve araozo mil bloaz 'zo.

1944
Daveenn : EURW.1 p15-16

Diouzh Kingstown da [z]Dublin ez eus ur straed hir-hir ; kêrbenn Iwerzhon gant 200.000 annezer, a zo unan eus ar c'haerañ. Straedoù ar fabourkoù a zo teñvalaet gant an tier brik ruz, stok-ouzh-stok hag holl pimpatrom an eil d'egile [.]

1944
Daveenn : EURW.1 p.175

Yann ar Menn, - pimpatrom Gringoire, - a gave gwell labourat ar parkeier digozhet. Un nebeut mizioù, e oa bet stag ouzh un amiegez anavezet.

1944
Daveenn : EURW.1 p.148

Ur wech dilezet gant Mr Hyde, e oa chomet an noter difiñv ur pennad, pimpatrom an enkrez.

2012
Daveenn : DJHMH p27

Eno eo, er XVIvet kantved, e voe ijinet ar ger "gotek" gant an arzvarnour Vaz[s]ari, da envel dre zismeg an opus francigenum diwar anv ar C'hoted, anezho ur bobl c'herman eus ar Grennamzer henañ hag a oa dezhañ pimpatrom ar varbariezh.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 8

War o menoz d'ar pep brasañ eus he gweladennerien ez eo sur a-walc'h iliz-veur Kemper ur meni pimpatrom eus ilizoù gotek ar Grennamzer.

2013
Daveenn : LLMM niv. 399, p. 5

Maz eo Talia pimpatrom he zad e komprenan neuze e vije bet kement a gaz outañ.

2015
Daveenn : EHPEA p211

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial