Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Toutek. Un dec'hadenn binous. Pa ne blije ket d'ar plac'h ez ae ar paotr kuit, pinous ha drouklaouen. & Trl. kv. Bezañ pinous evel ur c'hog dibluñvet : bezañ pinous-kenañ.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

Antronoz, piv 'oa pinous e-barzh ar porzh-c'hoari, nemet Aogust ar Roc'h ha Frañsoù Jafrenoù, deuet adarre d'o c'haoued...

1944
Daveenn : EURW.1 p39

Ha setu hi pinous. Nec'het a-walc'h e oamp-ni ivez.

1944
Daveenn : EURW.1 p.151

Ar c'hi Soltan, ur mell ki-gward Alaman, torret e chadenn gantañ, a oa deut da lammat ouzh ar breur Arturo, evit c'hoari. Bet en doa hemañ a-walc'h diouzhtu, ha kaset en doa al loen, pinous, d'e loñch.

1949
Daveenn : SIZH p.46

Pinous on evel ur c'hog dibluñvet rak gwir eo e komz din abaoe bloavezhioù eus an aelad hag eus an FBI met din-me n'eo nemet ur sorc'henn amerikan mat da c'hoari an abuzetez, garzajoù pa lavarin mat.

2015
Daveenn : EHPEA p318

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial