Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. (db. an dud) Debriñ a dammoù bihan, o wiskañ un neuz displijet hag o chaokat e voued e-pad pell a-raok e lonkañ. Debr, na zalc'h ket da bismigañ ar boued-se ! 2. Koll boued evit bezañ chomet hep e debriñ. Pismigañ ac'h eus graet da vara ! 3. Trl. Pismigañ al labour : lugudiñ, ober labour difonn. & Pismigañ douar : labourat fall an douar. 4. (db. ar pesked) Kregiñ en higenn a frapadoùigoù. B. Dre skeud. 1. Pismigañ udb. : sellet pizh ouzh udb. evit kavout abeg ennañ. Pismigañ labour ar re all. 2. Pismigañ ub. : e hegaziñ. Paouez da bismigañ da vreur. II. V.g. 1. Ober van da zebriñ gant heg. Debriñ pe bismigañ a rez ? 2. Lugudiñ, ober labour difonn pe ober van da labourat. Sell unan ha zo o pismigañ aze. 3. Furchal en ur zirenkañ an traoù.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

pismigañ

1850
Daveenn : GON.II pg pismiga

pismiget

1850
Daveenn : GON.II pg pismiga

Lukaz a oa azezet war bord ar stêr vras, e-touez ar geot hir hag ar c’hegid, ha ne zistage ket e sell a-ziwar ar bont spoue ken kaz e vije deuet ur pesk bennak da bismigañ ar vuzhugenn ha d’he lonkañ evit e vrasañ damant.

1944
Daveenn : ATST p.12

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial