Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Obererezh sipañ e spered. Lennet em eus gant pled ar pennad-skrid-se. HS. aket. II. Trl. 1. TEULER PLED : lakaat evezh. Taol pled en em boazhañ ha taol pled skuilhañ. Taol pled e vefes gwelet oc'h ober se ! Taol pled mat e lakafes da dreid en ti-mañ ! Taol pled ne rafes faot ! & Diren. Ne'm boa ket taolet pled. & Tr. estl. Taol pled ! : diwall ! 2. TEULER PLED DA, GANT, OUZH, WAR UDB., UB. : lakaat evezh da, gant, ouzh, war an dra-se, an den-se. Taolit pled ouzh ho labour, war ho labour ! Taolet em boa pled ouzh se. Taolit pled da se ! 3. LAKAAT PLED : lakaat evezh. Lakait pled na zeufec'h : na zisoñjit ket dont. 4. OBER PLED : sellet a-dost ouzh udb. dre ma vezer dedennet gantañ. Deuet e oant d'ober pled. HS. evezh, fed, kont, man, meiz.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

teurel pled

1732
Daveenn : GReg pg attention (donner, ou faire attention)

taolet pled ouzh ho labour

1732
Daveenn : GReg pg attention

taolet pled war ho labour

1732
Daveenn : GReg pg attention (donnez attention à vôtre ouvrage)

taolet pled

1732
Daveenn : GReg pg attention

pled

1732
Daveenn : GReg pg attention (application de l'esprit, ou, de l'oreille)

pled

1850
Daveenn : GON.II pg pléd, plét

taoliñ pled

1850
Daveenn : GON.II pg pléd, plét

teurel pled

1850
Daveenn : GON.II pg pléd, plét

pled

1850
Daveenn : GON.II pg pléd, plét

Hag en ur hopañ d'ar skrivagnerien yaouank : "Taolit pled war gement-mañ, emezañ, tud yaouank eus a Vreizh-Izel !"

1867
Daveenn : MGK Rakskrid IX

Taolet en doa pled ez oa truilhennek dilhad ar merc’hed yaouank, ma ’z oant hanternoazh ha ma krenent gant ar riv er goañv ; n’oa dezho, ouzhpenn, ar c’hregin-mor nemet ur bevañs treut ha difonn, hag he devoa alies plac’h he gouriz arem hag he gougleze poan vras o tanañ, gant ur maen-kailhastr hag un dornad bezhin sec’h, prenn-keuneud glep diwar ar peñseadoù.

1923
Daveenn : SKET p.115

"pled" g.

1923
Daveenn : SKET p.188, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Attention".

teurel pled

1931
Daveenn : VALL pg attention

pled

1931
Daveenn : VALL pg attention

E Montroulez e voe taolet pled ne oa ket ur gwall doullad unvaniezh etre ar « Barizianed » hag ar « Vrezhonegerien ». Aes e oa gwelout e oa div gostezenn o tiwanañ, hag e vije arne ur wech bennak… E Gwened, ar foz a zonaas c’hoazh etrezo.

1944
Daveenn : EURW.1 p.131

Betek neuze e veze brezhoneget hep teurel pled ; bremañ avat e veze brezhoneget dre vis fall.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

Neuze, e taolis pled d’am c’hamarad gwele, ur c’hrennard blev melen, daoulagad glas, kroc’henet roz hep ur vlevenn, so[n]n ha gwevn, hag a seblante poltred Apollon e-unan.

1944
Daveenn : EURW.1 p.193

An taol esa-mañ en doa didennet pled Roazhoniz war ma anv ha setu a-greiz-holl, an hini a oa e-unan a welas bernioù tud o tont d’e glask.

1944
Daveenn : EURW.1 p.139

Ya ! o vont da welout ur vaouez e oa. En abeg da se, hag evit digarez all ebet, eo en doa graet ur soub en dour d'e benn ha d'e zivrec'h. Nemet n'en doa ket taolet pled en dra kent an teodad.

1949
Daveenn : SIZH p.44

N'oc'h ket techet da sellout pizh en ho melezour. Hogen, gwelet hoc'h eus ur vignonez a wechall hag he c'havet gwall gozh. Teurel a rit pled eus ho tremm. Ha, va Doue, pegen displijus an daolenn !

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

Ar gweladenner a vremañ p'en devez bountet war an nor-dal ha pa ra e selladenn gentañ ouzh steudad an nev hag ar chantele a daol pled kentizh ouzh ar mell gwariadur a zo da bennahel an iliz met alies-kaer e tremen e evezh e-biou an diforc'hioù niverus a zo etre an daou brantad sevel.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 15

Peurliesañ e vank kirri-tan d'ar stourmerien : teurel a reont pled ouzh an endro, stourm a reont evit digreskiñ an ekonomiezh, pe n'o deus ket arc'hant a-walc'h.

2015
Daveenn : DISENT p85

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial