Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Tamm plom, traezenn blom. & Plomenn-skouer : benveg, anezhañ un dolzenn blom stag ouzh un neudenn, a dalvez da wiriañ sonnded ur voger, h.a. & HS. plom. 2. Unanderenn plom II. 1. [1850] Ardivink a dalvez da reiñ lusk d'ul liñvenn. 2. [1985] Feunteun vras a strink dour. Eno ez eus plomennoù a sko dour. [1949] Ar blomenn greiz a bigne uhel he strinkad dour. 3. [1850] Strinkadenn zour. Ar blomenn-se a daol d'al laez.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

plomenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg pommeau

plomenn

1850
Daveenn : GON.II.HV pg ploumen

plomennoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg ploumen

Ar blomenn greiz a bigne uhel he strinkad dour, a-raok kouezhañ, en ur saflikat, e-barzh un aoglenn greunvaen lizennek, hanafheñvel war he sichenn vistr.

1949
Daveenn : SIZH p.44

En tu all eus an hent ez eus un tammig frankizenn gant ur blomenn ma teu merc'hed ar geriadenn da gerc'hat dour ; pelloc'h plant bananez ha gwez frouezh.

1985
Daveenn : DGBD p46

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial