I.
H.g.
Doare ma vez merzet ub. ouzh e welet.
Un den a arvez mat e oa. Hoc'h arvez a ziskouez ez oc'h un den fur. Arvez mat en deus.
II.
G.
A.
1. (db. an dud)
Neuz, tres (ub.).
Un den zo un arvez dereat dezhañ.
&
Un arvez brav, mat a zen : un den a zoare.
&
Dre skeud.
Ar marv zo garv e arvez.
2. Dre ast. (db. an traoù)
Neuz, perzh (udb.).
Arvez ebet eus buhez ar vro ne vo lezet a-gostez er gentel.
3. Dre skeud.
Neuz.
Niverennoù kentañ "Gwalarn" a lakaas diouzhtu un arvez nevez war dremm lennegezh Breizh.
B. (db. an dud, al loened)
Kamambre.
Peseurt arvez a rae al loen evit mont en dour ! Paouez gant da arvezioù diot. Arvezioù tout evit kuzhat o zechoù fall. Ken diskiant e oa o arvezioù.
&
(goude ar gm. a.)
Hemañ a ra un arvezioù !
HS. ard, geiz, jestr, orbid.
Daveenn :
GON.II
pg arvez (C'était un homme de bonne mine, de bonne façon).
arvez
1850
Daveenn :
GON.II
pg arvez (Façon. Mine. Air. Apparence).
arvezioù
arveziou
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg arvez
arvez
1927
Daveenn :
GERI.Ern
pg arvez
arvezioù
arveziou
1931
Daveenn :
VALL
pg air (apparence), (les) aspect(s variés du paysage)
arvez
1931
Daveenn :
VALL
pg air (apparence)
An noter a voe plijet a-walc'h gant al lizher : diskouez a rae un arvez yaekoc'h eget n'en doa soñjet eus darempredoù nes an daou zen, hag un tammig morc'hed en devoe eus an diskred kent a oa bet e hini.