Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

G. I. (db. an traoù) 1. Labour, studi renet gant ar poell hepken. Hemañ en deus gouezet mont pelloc'h er poellad. 2. Tamm labour. Treiñ un dornikell, setu e boellad. [1923] Ur poellad all gant ar re-se ez oa digas dour, troc’hañ keuneud ha derc’hel tan war enaou. HS. gwezhienn. II. (db. ar youl lakaet gant an dud d'ober udb.) A. GWECHALL. 1. [1659] Soñjezon, stad spered e-keñver ub. all. & Trl. [1659] A boellad bras, don, kaer : ennañ kalz a boellad. [1659] Un den a boellad bras. 2. [1659] Barregezh pe obererezh kompren, meizañ, dre ar spered pe dre santout, natur pe talvoudegezh udb. HS. poell. 2. [1732] Embregadenn(où) kaset da benn evit gounit udb. c'hoantaet. [1732] Poellad soutil evit dont a-benn da gaout ur garg. B. BREMAÑ 1. [1732] Striv. Ne bad ket e boellad. & Trl. [1732] Kemer poellad, [1659] lakaat e boellad da ober udb : strivañ. [1732] Kemer poellad da zont a-benn eus un dra. Kemer poan pe poellad. 2. [1732, 1931] Aked. [1732] Ober udb. gant poellad bras. [1732] Defot poellad.

Skouerioù istorel : 
24
Kuzhat roll ar skouerioù

poellad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ententement

un den a boellad bras

1659
Daveenn : LDJM.1 pg poellat (vn den a boellat bras)

lakaat e boellad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (mettre) peine

kemeret poan pe poellad

1659
Daveenn : LDJM.1 pg tascher

kemeret poellad da zont a-benn eus a un dra

1732
Daveenn : GReg pg appliquer

defot poellad

1732
Daveenn : GReg pg application

gant poellad bras

1732
Daveenn : GReg pg application

poellad

1732
Daveenn : GReg pg application, attache (peine, application d'esprit, ou de corps), effort

poelladoù

1732
Daveenn : GReg pg application, attache, effort

poellad soutil evit dont a-benn da gaout ur garg

1732
Daveenn : GReg pg brigue (desir ambitieux & adroit pour parvenir à quelques dignitez)

poelladoù soutil

1732
Daveenn : GReg pg brigue (desir ambitieux & adroit pour parvenir à quelques dignitez)

lakaat e boellad, evit donet a-benn da gaout un dra

1732
Daveenn : GReg pg briguer (tâcher d'obtenir quelque chose par brigue)

lakaet e boellad, evit donet a-benn da gaout un dra

1732
Daveenn : GReg pg briguer (tâcher d'obtenir quelque chose par brigue)

poëllad bras

1732
Daveenn : GReg pg contention (forte application)

gant poellad

1732
Daveenn : GReg pg (avec) effort

poellad

1850
Daveenn : GON.II pg poellad

"poellad" g.

1923
Daveenn : SKET p.188, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "effort".

Ur poellad all gant ar re-se ez oa digas dour, troc’hañ keuneud ha derc’hel tan war enaou.

1923
Daveenn : SKET p.65

Ha bremañ, kaset da benn al levr kentañ am boa lakaet dindan gwarez Dis Atir hag o vont da stagañ gant an eil levr gouestlet da Deutatis, ma teuin ennañ da zanevell an ermaeziadegoù hag an trec’hadegoù-brezel, e pedan ar Gadarned hag ar C’hadarnezed o deus va c’halonekaet hag ez an da ziskuilhañ ar poelladoù, an uheloberioù hag an emgannoù anezho, ma sklaerafent va spered, ma nevesafent va eñvorioù, ma kreñvafent ennon va holl c’halloudezhioù, evit ma vo va labour barrek dezho, evit ma tihuno e kalon nep hel lenno ar garantez ouzh ar Ouenn gadarn ha kaer ha glan dreist ar re-all hag ar c’hoant d’en em reiñ dezhi ha da suraat da viken ar vuhez anezhi dre heuliañ o uhelskouerioù ha dre gerzhout war o roudoù.

1923
Daveenn : SKET p.82

Neuze e tennas holl boellad ar re-mañ d’ur mennad hepken : lakaat an teir gwerc’hez da evañ eus an died-kemmesk a oa bet digaset ganto, rak gouzout mat a ouient, ma tremenjent hep evañ, e vije aner dezho.

1923
Daveenn : SKET p.103

"poellad" g.

1924
Daveenn : SKET.II p.138 « Geriadurig », "Intention, pensée, effort (surtout de l’esprit, de l’intelligence)".

ar poellad filozofel

1924
Daveenn : SKET.II p.138 « Geriadurig », "la spéculation philosophique (Notennou, II, p. 20)".

poellad

1931
Daveenn : VALL pg assiduité

Stankoc'h-stankañ e vez ar c'hameraioù-evezhiañ, hag a-wechoù e vez tud dirak ar skrammoù evit dielfennañ ar skeudennoù war ar prim pe dost.

2015
Daveenn : DISENT p74

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial