Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Yar yaouank n'he deus ket dozvet c'hoazh. & [1850] Polez lart : yar yaouank maget a-ratozh evit dont lart-tre. [1850] polez lart DHS. kabon. HS. enez (loen). II. Dre skeud., PEMDEZ (db. an dud) 1. (db. ar merc'hed) Plac'h yaouank. Ne bad mui ar polezi e ti o zud hiziv an deiz. & Ur bolez c'hris : ur vaouez kozh pe goshoc'h a blij dezhi kompagnunezh ar baotred yaouank. [1925] En feiz, Katellig a oa ur bolez en kichen an dimezell, ha koulskoude o devoa ar memes oad. HS. klujar. 2. (db. ar wazed) Gwaz kontet da gaout doareoù merc'hed. HS. chuchuenn, gogez, katell, lallaig.

Skouerioù istorel : 
6
Kuzhat roll ar skouerioù

polez lart

1732
Daveenn : GReg pg gelinote (jeune poule tendre & grasse)

polezed lart

1732
Daveenn : GReg pg gelinote (jeune poule tendre & grasse, p.)

polez lart

1850
Daveenn : GON.II.HV pg polez (-lard)

En tu all da Blounerin, ur c’hilhog, un toullad yer ha polezi d’e heul, sonn e benn, ruz e gribenn, pluñv e lost gwer-[g]las, lugernus, o vrañsigellat war e gein, a heñche e verc’hed etrezek ur bern teil.« — Rog ! rog ! ko ! ko !… deuit, va dousigoù koant, deuit ! « Hag e skrabe. « — Rog ! rog !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.949-950 (Mae 1924)

Abaf ar vugale en kompagnunezh dimezell ar c’hastell, dimezell Tremedern, ur baotrezig strizh. En feiz, Katellig a oa ur bolez en kichen an dimezell, ha koulskoude o devoa ar memes oad.

1925
Daveenn : BILZ2 p.118

Met ne oa ket brav touellañ evezh an delennourez kozh, a ziwalle he diskiblez evel ma c’hor ur yar he folezi.

1944
Daveenn : EURW.1 p.121

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial