Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. G. DISPRED. [1622, 1677] Reolenn, politikerezh. Polis an Iliz. 2. Hg. HIZIV. [1985] Aozadur a-berzh Stad karget da lakaat urzh da ren er gevredigezh. [1985] Tremen dre al lec'hioù retañ : maltouterezh, polis, post hag ospital. & Polis-kêr : e servij ur gêr, ur c'huzul-kêr.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

M. Petra eo urzh ? D. Ur Sakramant lekaet en Iliz, pe dre hini e resev ar veleien puisañs ha galloud da gonsakriñ korf hor Salver binniget, absolv ar re pere zo roet dezhe en karg, hag ober an traoù all pere a goñsern evit polis an Iliz, pe en tra ez eo ret obeisañ dezhe, pan vent c'hoazh tud a zrouk vuhez.

1622
Daveenn : Do. p48

[M.] Petra ez eo Urzh ? D. Bezañ ez eo ur sakramant lakaet en Iliz, pe dre hini e resev ar veleien ar galloud da goñsakriñ korf hon Salver binniget Jezus, da absolv ar re pere zo roet dezho e garg, ha da ober an traoù all pere a goñsern polis an Iliz, pe en dra eo ret sentiñ outo, pa vent c'hoazh tud a zrouk vuhez.

1677
Daveenn : Do. p49

Esaet hor boa istribilhañ ur banniel triliv, gant u[n] herminig du brodet er gwenn anezhañ, ouzh ar prenestr, met ar bolis a oa deut da gemenn en tennañ, "rak", emezi, "difennet e oa lakaat en diavaez bannieloù gall triliv gant arouezioù warno, evel herminigoù, flourdelizoù [sic], Kalonoù-Sakr-a-Jezuz, hag all...".

1944
Daveenn : EURW.1 p.162

amañ e ris anaoudegezh gant ur Breizhad, hag a oa, a c'heller lavarout, un amezeg din peogwir e oa eus tiegezh ur marc'hadour hadoù eus Landerne), polis, post hag ospital

1985
Daveenn : DGBD p44

N'eo ket gwall faro tec'hout er mod-se. A-raok sachañ hor skasoù e vefe sporteloc'h diluziañ ar c'hevrin. Tennañ a ra kement-se d'ur romant polis eus ar re drivliusañ !

2011
Daveenn : DEKMO p.83

Distro e vin a-raok kreiznoz, hag e c'halvimp ar polis

2012
Daveenn : DJHMH p. 78

Sevel koubladoù stourmerien gant ar memes statud a vo tu d'ober ivez : da skouer e c'hall daou stourmer embann int prest da vezañ harzet, hag harzet e vint a-gevret neuze, kuit ne[na] chomfe un den e-unan-penn etre krabanoù ar polis.

2015
Daveenn : DISENT p91

Pouezus eo an den-se, dreist-holl e dibenn an obererezh, evit ober war-dro an dud serret gant ar polis.

2015
Daveenn : DISENT p130

N'eus nemet ofisourien ar polis-barn -poliserien pe archerien anezhe- a glevo ac'hanoc'h m'az eus diskred warnoc'h da vezañ sevenet ur felladenn.

2015
Daveenn : DISENT p164

P'emaomp ganti, diwallit bras diouzh implijidi ar polis politikel, ar servijoù kuzh evel an Titouroù Hollek (RG-ed deuet da vezañ DCRI).

2015
Daveenn : DISENT p144

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial