Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. [1499] Leurig plaen etre daou dennad diri pe e penn uhelañ ur skalier. Ar c'hentañ pondalez. 2. Pondalez-diavaez : leurenn diavaez a valir ouzh ur savadur zo un aspled outi ha ma c'haller mont ha dont eus an diabarzh dre an nor pe ur prenestr. HS. balkon. 3. KOZH. [1732] Trepas.

Skouerioù istorel : 
18
Kuzhat roll ar skouerioù

pontale

1499
Daveenn : LVBCA p167 (pontel, apoial)

pondalez a-ziavaez

1732
Daveenn : GReg pg balcon (saillie sur le devant d'une maison, & entourée d'une balustrade)

pondalezioù a-ziavaez

1732
Daveenn : GReg pg balcon (saillie sur le devant d'une maison, & entourée d'une balustrade)

pondalez

1732
Daveenn : GReg pg allee, galerie (lieu couvert pour se promener)

pondalezioù

1732
Daveenn : GReg pg allee, galerie (lieu couvert pour se promener)

Ur pondalez a zo en-dro.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg poñdalez (il y a une galerie dans le pourtour).

pondalez

1850
Daveenn : GON.II pg palier, pg poñdalez (galerie, pièce d'un bâtiment où l'on peut se promner à couvert. corridor. - il signifie aussi palier, l'endroit du degré d'un escalier ou les marches sont interrompues par une espèce de plate-forme. HV.)

pondalezioù

1850
Daveenn : GON.II pg poñdalez (galerie, pièce d'un bâtiment où l'on peut se promner à couvert. corridor. - il signifie aussi palier, l'endroit du degré d'un escalier ou les marches sont interrompues par une espèce de plate-forme. HV. Pl.)

Ur pondalez a zo war-dro.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg poñdalez (il y a une galerie dans le pourtour).

War ar pondalez em eus o c'havet.

1850
Daveenn : GON.II.HV pg poñdalez (je les ai trouvés sur le palier).

dor ar pondalez

1931
Daveenn : VALL pg (la porte de l')appartement

pondalez a-ziavaez

1931
Daveenn : VALL pg balcon

pondalezioù

1931
Daveenn : VALL pg balcon

Ur palez a oa hemañ, gant e dri estaj hag e deir askellad lojeiz, unan e-keñver ar straed, gant ar porrastell hag an nor-dal, ar pondalez hag an diri a enor daou vann ; an div askellad all a bep korn, war adreñv, hag etrezo ar chapel, kement hag un iliz.

1944
Daveenn : EURW.1 p47-48

Ma c'hambr a oa unan 'rez ar ru, a-zehoù d'ar pondalez.

1944
Daveenn : EURW.1 p80

Ar Bed a zo anezhañ un divent a bondalez d’an Ifern.

1949
Daveenn : SIZH p.40

N’en deus an Enebour nemet stouiñ da zastum e breizhoù eus an druilh. Ar Bed a zo anezhañ un divent a bondalez d’an Ifern.

1949
Daveenn : SIZH p.40

Ar Bed !... Eno, emañ ar Bed !... Lijour, frankiz, aer d'e skevent yaouank !... Ar Baradoz difennet !... Diwall !... Kentoc'h pondalez an ifern !...

1949
Daveenn : SIZH p.48

Etimologiezh

Ger savet diwar "pont" hag "alez".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial