didren ar pont
pont
Taolioù-sont a zo bet graet alies a-dreuz lec'hid an aberioù, evit diazezañ pileroù pontoù nevez da skouer, ha ret eo bet atav treuziñ un tevder bras a wiskadoù blot a-barzh tizhout ar garregenn.
Ne vezez ket morse o tañsal ar « jota » e « La Zamorrana »? Anaout a rez « La Zamorrana » [']michañs, en tu-all d'ar pont war an Ebro. Dont a ri di ganin.
Edomp o koaniañ da serr-noz pa grogas hol lestr da zi[z]ouarañ ; kerkent ha m’am boa lonket va fred gant ur galon digor-frank, me ’lavar deoc’h, e pignis war ar pont, sonnoc’h eget ur pipi, rak e sell e oan da vutunat kent mont da gousket ur c’hornedad gant va narghileh nevez-brenet, hag a-greiz m’edon o peurdanañ ar c’horn milliget-se, e stagas ar C’hleber da loveal an donvor, ha setu neuze un abadenn all !
Ha pa fell din, goude dijuni, mont da ober un azez war ar pont, n'eus douetañs ebet mui : krog eo an droug-mor ennon.
Evit treuziñ ar stêr ez eus du-hont ur pont war-ispilh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
pontaget