Goap a raent outañ, p’en dije evet un dakadennig, ur bannac’hig a re (hag alies ar baotred o devoa abeg da ober goap outañ) ; difrezañ a raent anezhañ : monkus a oa un tammig ; ha, pa vije tommet mat d’ar paotr kozh, e redent war e lerc’h, hag ec’h aent da ambroug anezhañ, en ur ganañ : Kerjantjili, ar ba[r]veg gwenn, Galochoù bras, porpant lien.
An deiz ne oa ket deuet e dermen, ma oamp gwisket hag harnezet penn-kil-ha-troad. Daou vragoù ruz, ur chupennig verr, ur porpant Sul, gant baskoù ha div regennad boutonoù kouevr, ur re skoazellennoù ruz gant istribilhonoù, ur gapotenn hir, daou gepi, unan anezho gant un doupenn hag ur blakenn driliv, ur boned polis, daou re votoù-lêr, ur re blat anezho ; rochedoù, gourizoù mezher, manegoù ha zoken ur boned-noz !
Degaset en devoa din ur porpant voulouz nevez-flamm gant boutonoù alaouret [.]
Sed aze tolpadoù kouerien o barv abostol, gant ur mousc’hoarzh dibleg, gant daoulagad lemm-tre en o fenn, hag en-dro dezho brageier n’int nemet frezel war dakon, porpantchoù hir e krev dañvad gant ar gloan dindan hag al ler [sic, lêr] war c’horre, ul ler [sic, lêr] ken lous ha ken lufr evel pa vije bet libistret gant soav ; ha bez ’eus en o zreid pikoloù heuzoù a dap dezho betek o daoulin pe un doare solennoù plouz pe beilhenn gwez.
Lennet em eus e lec'h pe lec'h e c'hellje bezañ aze anv ar porpant martolod, a anvomp ar c'haban. Marteze.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
porpant-kalet