-« It atav, den yaouank, emezi, mirit ho kwenneien, ezhomm ho pezo anezho. Ma gwaz a blije meurbet ar re yaoank dezhañ. Diouzh lein an neñv, e sell gant dudi ouzhoc’h o kerzhout war e roudoù rak ‘hed e vuhez n’eus bet nemet ur soñj en e benn, pa veze fin d’e labour e porzh-mor Brest, ha goude e retred : kanañ atav e brezhoneg Breizh hag ar Feiz… ».
E kement porzh-mor e tegouezhe dimp douariñ ennañ, e veze aozet war ar C’hleber ur banvez pe ur gorolladeg, ha goude un abadenn c’hoariva, hag ar mestr-soner, anezhañ evitañ da vezañ va rener hag ur sac’h-c’hwez anezhañ, a ranke sentiñ ouzhin ha bezañ an nozvezhioù-se em gourc’hemenn, rak penaos en divije herzet ouzh ur gwaz ken tost ha me da galon an admiral ?
D’an diwezh, kerkent ha kaset da benn an darempredoù laouen-se e tistrojomp war-du an hanternoz en ur dremen dre borzhioù-mor Philadelphia ha Boston, kêrioù bras ha brudet, ned in ket da lavarout nann, met koun ebet n’am eus nag eus an eil nag eben, nemet an draig-mañ : kalz berzh ha rejomp gant hor sonerezh hag hor c’hoariva, ha pep gwech e rankis evel-just displegañ Elle est morte, ur bourd e oan krog da vezañ faezh gantañ, met plijout a rae muioc’h-mui d’an admiral, deut a-benn, moarvat, da c’houzout ar fentigell-se dre’n eñvor ha war hec’h hed.
Gounezet en devoa e-keit-se medalenn ar Meksik ha div pe deir all ouzhpenn, hag, o vezañ ma voe bet gloazet ha gweet krenn biz meud e zorn kleiz gant un tenn e porzh-mor La Vera Cruz ne veze graet dioutañ e Priel nemet Biz Kamm...
Pell 'eo ez eus anv gant ar C'hallaoued da doullañ ur ganol, a-dreuz an erv evit ma c'hellfe al listri mont e goudor al lenn, e doare ma teufe ar gêr-benn da vezañ ur porzh-mor.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
porzh-nijerezed