Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
6
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. GWECHALL. [1659, 1850, 1985] Lec'h arsav a veze bep un tennad war vord an hentoù, ma c'halle ur beajour, paotr ur rederig kaout kezeg diskuizh. Kezeg a gavot er post. [1985] Post Thule e penn norzh ar Greunland. & Trl. Mont d'ar post, [1659] redek ar post : mont d'an daoulamm, hastañ buan. 2. [1985] (impl. da anv hollek) Melestradur publik karget da gas an lizheroù. Labourat a ra er post. Post al lizhiri. [1985] Ministr ar Post a ra un ehan e Monrovia evit gwerzhañ timbroù d'ar veajourien. II. BREMAÑ 1. [1980] Karg labour, micher a fizier en ub. e-keñver e live dh. Kaout ur post mat. Cheñch post. Postoù labour, postoù kelennerien. 2. Dre ast. Labour. Ober mat e bost. 3. Dre ast. [1908] Poent, kraf a raer anv anezhañ. [1908] War an eil bost, an Ao. Douareg a c'houlenn ma vo savet ar paeroniezh a-raok strollad ar baotred yaouank. III. DISPRED. [1985] Post bihan : skingomzer. [1985] Kanaouennoù skingaset gant ar post.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

redek ar post

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (courir la) poste

post

1850
Daveenn : GON.II.HV pg post

postoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg post

post arouez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg post (-arouéz)

post al lizheri

1850
Daveenn : GON.II.HV pg post

kezeg a gavot er post

1850
Daveenn : GON.II.HV pg post

War an eil bost, an Ao. Douareg a c'houlenn ma vo savet ar paeroniezh a-raok strollad ar baotred yaouank.

1908
Daveenn : FHAB Genver, niv.1, p10

Un aotreegezh war ar brezhoneg, postoù kelennerien

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.4

Hag an teodoù fall da lavarout zoken e teu e-unan Ministr ar Post war al listri a ra un ehan e Monrovia evit gwerzhañ timbroù d'ar veajourien, evit klask leuniañ un tammig en doare-se yalc'h difoñs ar Gouarnamant.

1985
Daveenn : DGBD p17

Aet d'ar Greunland d'an oad a 19 vloaz e 1907, e voe an d[D]anad Peter Freuchen unan eus ar re a savas post Thule e penn norzh an enez-se e 1910, hag a reas ar muiañ, gant Knud Rasmussen, da astenn beli Danmark war ar rann-se eus ar vro.

1985
Daveenn : DGBD p94

Ha n'hor boe ket a geuz : Brussel, Daventry ha Zeesen a veze bemdez aes da glevout ; met en taol-mañ ez eo gant kaerder ar c'hanaouennoù pobl alaman eo e voemp boemet, skingaset ma oant gant ar post meneget da ziwezhañ.

1985
Daveenn : DGBD p139

Goude-se e vo dasparzhet an holl bostoù labour a zo ezhomm etre an dud a youl vat.

2015
Daveenn : DISENT p90

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial