Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Kas ul lizher, lizheroù d'an ti-post, o lakaat en ur voest-lizheroù. Postet em eus da lizher. 2. Fiziout arc'hant en ur c'hef, en un ti-bank, en un embregerezh bnk. evit kaout kampi diwarnañ. Postañ arc'hant. 3. Lakaat ub., ul loen bnk. da redek. Postañ ur vuoc'h. II. V.g. 1. Mont d'an daoulamm. Degouezhout en ur bostañ er gêr. Leuskel e varc'h da bostañ. HS. daoulammat. 2. Dre skeud. (db. ar bouedoù) Birviñ. Ar soubenn a bosto a-benn ur c'hardeur.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

postañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg posta

postet

1850
Daveenn : GON.II.HV pg posta

Al lizher-se a voe postet diouzhtu gant ar soñj dispis e c'hellfe ur gasidigezh prim degas ur respont prim ivez.

2012
Daveenn : ADULT p. 173

Un deiz ez eo ar c'hweluniadoù. An deiz war-lerc'h ur strollad politikel bennak. An eil antronoz, ar re oc'h engroeziñ evit kunujenniñ ar gannaded. Ar peurliesañ, ne ouzomp-ni ket ivez. Mont a reomp, en em bostañ ha gortoz penaos e troy.

2015
Daveenn : EHPEA p32

Ur c'harr-polis gant e skipailh a zo en em bostet dirak an nor a zo hanterzigor

2016
Daveenn : BARDF p. 209

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial