Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Pezh stag ouzh an dorioù a dalvez d'o frennañ, ennañ ur wikefre a lakaer da vont en-dro gant un alc'hwez. Gwigour an alc'hwez e potailh an nor. HS. krogenn. 2. Doare hual a c'haller serriñ war alc'hwez da naskañ loened pe dorfedourien. Stagañ daouarn ub. gant ur chadenn hag ur potailh.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

potailh

1659
Daveenn : LDJM.1 pg serreure

potailh

1699
Daveenn : Har. pg potailh (entrave, Speau)

potailoù an dorfetourien

1732
Daveenn : GReg pg ceps (de prisonniers)

potailhoù an dorfetourien

1732
Daveenn : GReg pg ceps (de prisonniers)

alc'hwez potailh

1732
Daveenn : GReg pg (la clef pour ouvrir les) entraves

potailh

1850
Daveenn : GON.II pg dôrzel, potal, poten

ar potailh-mañ a zo tenn da zigeriñ

1850
Daveenn : GON.II pg potal

potailhoù

1850
Daveenn : GON.II pg pôt

Teñval e oa c’hoazh ar c’hraou, pa voemp dihunet gant gwigour an alc’houez e potailh an nor ; mes kerkent ha ma voe digoret e weljomp e oa deiz bras, hag hor boa graet hor c’housk-mintin.

1877
Daveenn : EKG.I. p.76

An alc’hwez kentañ a reas kazeg, ned ae na ne deue ; a-vec’h zoken ma’z ae er potailh. An eil a reas ivez tro-wenn, ha setu va enkrez o tont en-dro.

1878
Daveenn : EKG.II p.122

Ar prenestroù a zo evel re Vro-Saoz ivez ; e-lec'h digeriñ gant ur potailh evel e Bro-C'hall, ez eus daou damm enno, hag a riskl krec'h-traoñ ha traoñ-krec'h en o garanoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p.175

Kreñv-tre e oa an nor, hag ar potailh oa eus ar c'hentañ ; ar munuzer a anzavas en defe kalz bec'h, hag e ve kalz mekadurioù, ma rankfe arverañ an nerzh

2012
Daveenn : DJHMH p. 82

Lakaat a ran an alc'hwez er potailh etre daou soñj, troet kentoc'h da devel ma genoù.

2015
Daveenn : EHPEA p26

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial