Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Stank ar boultrenn ennañ, warnañ, outañ. Hentoù poultrennek. An dourc'hwezh a roudenn e zremm poultrennek. Poultrennek eo an hent.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Eno, hor c’henvroad, un Tarzek hervez, hag hen ur furcher, en dije dizoloet, e strad bez ur Faraon bennak, e bro-Fayoum moarvat el lec’h ez oa gwechall un drevadennad a Gelted, ur « papuruz » poultrennek, ha warnañ dornskrid ar « Sketla ».

1923
Daveenn : SKET p.5

An Ao. Utterson oa noter diouzh e vicher. Garv e oa e neuz, morse sklerijennet gant an disterañ mousc'hoarzh ; yen an den, skort ha dizampart e gomzoù ; mirelour e oa, hir, sec'h poultrennek, hurennek, met plijus koulskoude en e zoare.

2012
Daveenn : DJHMH p9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial