1. [1499, 1659, 1850] Plant liorzh kar d'ar c'hignen, o anv spesad Allium porum, dezho delioù glas hir ha stardet,
a blanter don o zroad en douar a-benn o lakaat da wennaat.
Hadañ pour, plantañ pour.
2. Ent strizh
[1850] Troad ha delioù ar plant-se a implijer da legumaj.
Un duilhad pour. [1850] Soubenn ar pour.
3. Trl. skeud.
Reiñ pour d'ub. : kanañ meuleudi dezhañ.
&
Karet ar pour glas : bezañ plijet gant ar meuleudioù.
&
Plantañ pour gant ub. : e fougasiñ.
&
Plantañ pour d'ub. : c'hoari un dro gamm dezhañ.
&
Pour pe drinchin : meuleudioù pe c'hourdrouzoù.
&
[1732] Reiñ e gaol pour d'u.b. : bazhata anezhañ
[1732] Reiñ e gaol pour da ur re
Daveenn :
GReg
pg bastonner (donner des coups de bâton), fouetter (burlesquement)
liv pour
liou pour
1732
Daveenn :
GReg
pg couleur (de verd de poireau)
soubenn ar pour hor bezo
souben ar pour hor bézô
1850
Daveenn :
GON.II
pg pour
pour
1850
Daveenn :
GON.II
pg pour
pourenn
pouren
1850
Daveenn :
GON.II
pg pour
Pebezh arvest ! Hijet ar wezenn ber, mac’het an douar tro-war-dro, flastret ar c’harotez, an ognon, ar pour, an irvin, kuntuilhet ha dideliet ar c’hasi, ar c’hastrilhez hag ar spezard.
Pebez arvest ! Hijet ar ween ber, mac’het an douar tro-war-dro, flastret ar c’harotez, an ognon, ar pour, an irvin, kuntuilhet ha dideliet ar c’hassi, ar c’hastrilhez hag ar spezard.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)
'C'hanta ! paotred, leueoù gwener, / 'Vel merc'hejoù, gwak ha tener, / Pa 'z oc'h ken dispont ha yer-dour, / N'ho po 'met triñchin e-lec'h pour.
'C'hanta ! paotred, leueou gwener, / 'Vel merc'hejou, gwak ha tener, / Pa 'z oc'h ken dispont ha yer-dour, / N'ho po 'met trichin e-lec'h pour.
1960
Daveenn :
PETO
p52
Reiñ pour ha triñchin tro-ha-tro - Gikas evel m'eo bet a-viskoazh.