Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
118
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.g. Mont eus ul lec'h d'egile evit ar blijadur, evit aveliñ e benn. Mont da bourmen war droad, gant ar c'harr. Mont da bourmen war an aod, war ar mor, en ur c'hoad. HS. bale. & Trl. Kas ub. da bourmen : e gas diwar e dro pa vezer hegazet gantañ. II. V.k.e. 1. (db. an dud) Kas ub. eus ul lec'h d'egile evit ober plijadur dezhañ, evit e lakaat da zizoleiñ ur gêr, un tolead, h.a. Aet eo ar vamm da bourmen he bugale. 2. Kas ub. d'ober un dro vale. Dec'h e oa aet da bourmen e gi war an aod. HS. bale.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

pourmen

1659
Daveenn : LDJM.1 pg cheminer, pourmener

Evel ar re gentañ voent kaset da bourmen / Gant ar verc'h kribellek.

1867
Daveenn : MGK p56

Nec'het, mar boe biskoazh, e kasas [ar gwaz] da bourmen / E c'hrweg, penn digabestr, pizhenn, berr a lostenn.

1867
Daveenn : MGK p74

pourmen

1909
Daveenn : BROU p. 412 (se promener)

Pourmen a rae ganti dre Vreizh, hag he diskouez evel un teñzor.

1944
Daveenn : EURW.1 p.190

[H]ag an hini kreñv er c'hafe, hini kreñv adarre, « da riñsañ ar werenn », ha goude holl, pa oa 'n em dennet ar merc'hed da bourmen d'al liorzh, pe aet d'ar gousperoù, boutailhadoù sistr stouvet war an daol, ur jeu c'hartoù pe zaou, ha lonkañ betek koan, hep sevel nemet evit mont da adreiñ d'an douar ar pezh a vad a oa bet digantañ.

1944
Daveenn : EURW.1 p27

Setu ni hon-daou eta aet da Boullaouen da dapout an tren bihan, gant gwetur Anna-Mari Ar Yaouank, gwreg ar sakrist, a veze o kas-digas ac'hanomp tu-pe-du, pa'z aemp da bourmen.

1944
Daveenn : EURW.1 p66

Bez ' e c'heller c'hoari, pe neuze lenn, pourmen, hag all, da c'hortoz an te, a vez servijet da bemp eur, ha koan a vez da seizh eur hanter.

1985
Daveenn : DGBD p11

Kirri dre gezeg niverus a zo evit pourmen an dud.

1985
Daveenn : DGBD p16

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial