Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

A. ISTOR. DISPRED. [1732] Fed stagañ anv unan bennak ouzh ul leve-iliz, ur benefis, da vare ar Renad kozh. [1732] Reiñ ar pourvez eus a ur benefis B. I. H.g. 1. [1732] Peadra da vastañ da ezhommoù (bevañs dh.) ub. Aozañ, reiñ pourvez d'ub. [1732] Ober pourvez a zour fresk. 2. Trl. Graet eo ganti he fourvez a geleier : klevet he deus keleier kement ha ma kar. II. G. (en e furm lies) Dastumad traoù da vastañ d'an ezhommoù (bevañs dh.). Pourvezioù am boa berniet em zi. Gwispid, riz, gwinizh ha pourvezioù all.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

ober pourvez a zour fresk

1732
Daveenn : GReg pg aiguade

pourvez

1732
Daveenn : GReg pg collation (titre, collation d'un bénefice)

pourvezioù

1732
Daveenn : GReg pg collation

reiñ ar pourvez eus a ur benefis

1732
Daveenn : GReg pg collationner (donner la collation d'un benefice)

Akord graet entre ar Pab Leon dekvet en anv, hag ar Roue Frañsez kentañ en anv, war fed ar pourvez d'ar benefisoù.

1732
Daveenn : GReg pg concordat (traité fait entre le Pape Leon X. & le Roy François I. qui sert de reglement pour les nomitations aux benefices)

pourvez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pourvez

pourvezioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg pourvez

War frankizenn un amdor pourvezioù kanol, seizh soudard yaouank gwennwisket a spure, a vernie, a gigne hag a live melladoù bolidi kanol melen-aour.

1929
Daveenn : SVBV p5

pourvezioù

1931
Daveenn : VALL pg approvisionnement

paner bourvezioù

1931
Daveenn : VALL pg bourriche

Ne'm boa ket da zale pell e Port-Gentil na d'en em chalañ evit bremañ gant ar pourvezioù o vezañ ma tleen dont en-dro a-benn ur miz evit mont d'an dachenn labour hag a oa merket din pelloc'h en Norzh : ar rann en tu-hont da bleg-mor ar Gabon a oa da vezañ neuze va c'hreizenn enklask.

1985
Daveenn : DGBD p27

Stankañ chanterioù, tourterien, chadennoù-frammañ, kefioù ar gourmarc'hadoù, gichedoù, tier-gar, trenioù a gas lastez nukleel, bagoù gant o marc'hadourezh -pa'z erruont er porzh, pa vezont diskarget-, privezioù un aerborzh pe un embregerezh; stankañ al lastez pe al lizheroù pa zegouezhont peotramant pa'z eont kuit; stankañ dour pe bourvezioù -boued...- ur c'huzuliadeg etre pennoù bras ar bed; stankañ ar pratikoù, an embregerezhioù-pourveziñ, prenañ douaroù e-lec'h ma vo staliet ur raktres noazhus [noazus]; stankañ mont ha dont al lizhiri; stankañ ar c'hreizennoù pellgehentiñ; implijout stank-ha-stank standardoù pellgomz, servij al lizhiri, ar gichedoù, ar faksoù hag ar boestoù posteloù; paeañ an tailhoù hag an taolioù kastiz tamm-ha-tamm, paeañ gant fazioù dister graet a-fetepañs -evel paeañ un nebeut kentimoù re, ar pezh a lak an enebourien da goll amzer hag arc'hant-; troc'hañ an tredan, ar pellgomz, Internet...

2015
Daveenn : DISENT p58-59

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial