Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
8
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

GWIR [1499, 1732, 1850, 1931, 1980, 2015] Diemglev etre meur a gevrenn kaset dirak ul lez-varn. & [1732] Intent ur prosez Digeriñ, gounit, koll ur prosez. Lakaat ur prosez war choug ub. Ober prosez da ub.

Skouerioù istorel : 
34
Kuzhat roll ar skouerioù

prosez

1499
Daveenn : LVBCA p171 (idem)

intent ur prosez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg intenter (vn procès)

prosez

1732
Daveenn : GReg pg affaire

emeur war-dro ar prosez

1732
Daveenn : GReg pg affaire

Plantet eo er prosez.

1732
Daveenn : GReg pg fourrer (On l'a fourré dans le procès.)

prosezoù

1732
Daveenn : GReg pg affaire

ar prosezoù o deus koustet e holl dra dezhañ

1732
Daveenn : GReg pg (les procés lui ont coûté tout son bien)

ur Setañs a laka fin da ur prosez

1732
Daveenn : GReg pg (une sentence) définitive

ur prosez evit traoù dister

1732
Daveenn : GReg pg frivole (Un procès pour des choses frivoles.)

Fourret eo er prosez.

1732
Daveenn : GReg pg fourrer (On l'a fourré dans le procès.)

en e giriegezh ez eo bet savet ar prosez

1732
Daveenn : GReg pg (il est l') auteur (, la cause du procès)

eñ a zo kiriek d'ar prosez

1732
Daveenn : GReg pg (il est l') auteur (, la cause du procès)

eñ a zo kaoz d'ar prosez

1732
Daveenn : GReg pg (il est l') auteur (, la cause du procès)

bastout mat a ra e brosez

1732
Daveenn : GReg pg baster (son procès baste bien)

mat ez a e brosez

1732
Daveenn : GReg pg baster (son procès baste bien)

ne c'hwit ket e brosez

1732
Daveenn : GReg pg baster (son procès baste bien)

na vast ket mat e brosez

1732
Daveenn : GReg pg baster (son procès baste bien)

gounit e brosez

1732
Daveenn : GReg pg gagner (Gagner son procès.)

bouzellenn brosez

1732
Daveenn : GReg pg chicaneur (en titre d'office)

lakaat e sivil ur prosez a oa e krim

1732
Daveenn : GReg pg civiliser (un Procès Criminel)

digas ur prosez eus a gambr an dro da gambr an enklaskoù

1732
Daveenn : GReg pg civiliser (un Procès Criminel)

echeñch eus a baperioù ur prosez a ra an alvokaded, hag ar brokulerien

1732
Daveenn : GReg pg communication (des sacs d'un procès)

echeñch ar paperioù eus a ur prosez

1732
Daveenn : GReg pg communiquer (les sacs d'un procès)

diwar-benn pehini ez eus argu, prosez

1732
Daveenn : GReg pg contentieux (litige, controverse)

prosez

1850
Daveenn : GON.II.HV pg prosez

prosezoù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg prosez

gounezet eo e brosez gantañ

1850
Daveenn : GON.II.HV pg prosez

mar kollan ar prosez-se, eo kollet pep tra ganen

1850
Daveenn : GON.II.HV pg prosez

Me a yoa gantañ p’an doa gwerzhet ; da dest e voen galvet ; kredet e oan bet, evel ma’z oa dleet, hag Herve a c’hounezas e brosez.

1878
Daveenn : EKG.II p.35

Evelato e kave din em bije lojeiz e Maner al Liorzhoù, rak, ouc’hpenn m’oamp ivez ’ta un tamm kerent, evel em eus her lavaret deoc’h, bremañ e oa war-dro eizh miz, em boa graet ur vad vras da Herve en ur prosez en doa bet gant ur marc’hadour kezeg.

1878
Daveenn : EKG.II p.35

prosez

1931
Daveenn : VALL pg affaire (cause judiciaire)

War-lerc'h ar vanifestadeg a vodas 60 000 a dud e Beg ar Raz [...], e oa un devezh prosez e Kemper evit an 10 paotr hag ar plac'h dastumet e Plogoñv deiz ar rastelladeg vras d'ar Gwener 29 a viz C'hwevrer, hag e-pad an noz war ar stankelloù.

1980
Daveenn : BREM Niv. 1, p. 4

Dispac'h Stonewall, kerzhadeg an holen, diskrog-labour mengleuzierien Liverpool, dispac'h bugale Soweto, prosez Bobigny evit an diforc'hañ pe hini Patrick Henry a-enep ar boan a varv, stourm al Larzac pe hini Plougoñ hag ar c'hreizennoù nukleel all harzet, Lip, kastelodennoù hag emrenerezh Buenos Aires, merc'hed Palestina gwisket e du ha follezed plasenn Vae, dispac'hoù demokratel ar reter pe hini ar Jenofl e Portugal, diskrog-labour an holl labourerien e miz Mae 68, harz-labour meur goañvezh 1995...

2015
Daveenn : DISENT p11

[...] ar frejoù evit goprañ ur breutaer da skouer -2000 euro evit ur prosez boas a zo dereat- hag an telloù-kastiz.

2015
Daveenn : DISENT p86

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial