Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Pezh eus un ti - ul leti, ur preti - aveet ha terket evit gallout predañ. Taol ar sal-debriñ. Sal-debriñ an ostaleri.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

Pa en em gavas an den fentus-mañ e sal-debriñ an ostaleri, ar gengouvidi a zigoras frank o daoulagad, ha frankoc’h c’hoazh pa glevjont ac’hanomp hon daou o komz brezhoneg.

1944
Daveenn : EURW.1 p.98

D'ar sul da noz, avat, e-keit ha ma oad o sammañ e bourzh al lestr ar pezh a gasemp ganeomp, ar binasenn, ur c'hamion, ha meur a dra all, edomp o koaniañ e sal-debriñ an "Asie" hag a loc'has ac'hano war-dro un eur pe div eur noz evit bezañ e Libreville abred diouzh ar mintin.

1985
Daveenn : DGBD p43

Ar pennwaz parfet a anaveze anezhañ ; e zegemer a reas mat, hag hep e lakaat da c'hortoz e kasas anezhañ war-eeun eus an nor-dal d'ar sal-debriñ

2012
Daveenn : DJHMH p20

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial