Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Yezh indezeuropek a veze boaziet gwechall en Indez ha zo diwanet diwami ar yezhoù zo bremañ e hanternoz ar vro-se. Ar sañskriteg eo ar yezh indezeuropek koshañ anavezet.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Keñveriañ, er yezhoù nevez-keltiek, an iwerzhoneg "caur" « kadour-meur », ar c’hembraeg "cawr", kerneveg "caur" « rumm » (brezhoneg "keur-", e "keureug"), hag, e yezhoù ariek an Azi, ar sanskriteg "çavas" « nerz », (keltieg "kavos" ? e "Andekavi", poblad Galia), D’Arbois, Intr., p. 299-301.

1923
Daveenn : SKET p.37

Alies a-walc’h e tigas da goun anv ur benveg an danvez ma veze graet da gentañ : germaneg sax « kontell », latin saxum « roc’h » ; germaneg hammer « morzhol », slaveg kameni « maen » ; sanskriteg paracus, gregach pelekus « bouc’hal », kembraeg elech « roc’h » ; izellatin (a ouenn geltiek) artavus « kanived », keltieg *arta, iwerzhoneg art « maen » (keñveriañ brezhoneg aotenn = *altina, evit *artina ? Ernault, Gloss. m. br. p.44-5) ; gregach doru « goaf », drus, makedoneg darullos « dervenn » (Rev. celt. II, p. 424) ; latin quiris « goaf », quercus « dervenn », Anthr. 1909, p. 192.

1924
Daveenn : SKET.II p.60

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial