Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Stummoù pleget : 
3
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. (db. an dud) Disleberet. Korfoù saotret gant gadaliezh. II. (db. an traoù) 1. Rouestlet. Neud saotret. 2. (db. ar boued) Deuet da vezañ fall da zebriñ. Saotret eo ar c'hig. DHS. brein. 3. (db. an natur) Digempouez e endro dre m'eo bet louzet. Saotret eo ar stêr. III. (db. al loened) Kiez saotret : kiez a c'houlenn ar par. HS. lupr, saotr.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

Saotret eo va abid.

1732
Daveenn : GReg pg gâter (Mon habit est gâté.)

Saotret eo dija an abid-mañ gantañ.

1732
Daveenn : GReg pg fripper (Cet habit est déja frippé.)

saotret

1732
Daveenn : GReg pg fripper (user, gâter un habit, des livres, &c, pp.), gâter (Gâter, soüiller, tacher, pp.), germer (pousser un germe, pp.)

saotret

1850
Daveenn : GON.II pg saotret

saotret e oa gant ar gwad

1850
Daveenn : GON.II pg saotret

kiez saotret

1850
Daveenn : GON.II pg saotret

Saotret e oa bet an iliz gant ar republikaned, me 'gred ; n’eus forzh, mont a ris evelato war bennoù va daoulin, hag ur bedenn galonek a gasis d’ar Werc’hez evit he zrugarekaat ha goulenn diganti an nerzh hag ar skiant am boa ezhomm evit dont a-benn eus va zaol.

1878
Daveenn : EKG.II p.119

Ni 'zo ret dimp dioueriñ plijadurezhioù saotret an douar, stignañ ma rankomp hon holl strivoù davet ur Peurvad, mennet ivez gant Doue.

1949
Daveenn : SIZH p.54

Ma kav, a-drak, e kouezh e soutanenn diwar e zivskoaz, hag e tiskouez e gorf noazh, e ene saotret, d'e genskolidi : - Tad, faziet am eus !...

1949
Daveenn : SIZH p.60

Arru omp skuizh o welet ar bed renet gant an arc'hant : pinvidigezhioù ar blanedenn laeret da viken, tud mistri war dud all, an aer hag ar morioù saotret, spesadoù loened o vont da get peogwir int bet pesketaet pe chaseet betek re, lies[s]eurted an natur taget, ar baourentez oc'h astenn, toulloù-bac'h ha doareoù eveshaat niverusoc'h-niverusañ, brezelioù evit mestroniañ ar c'hailhegoù hag an eoul-maen, an direizhder hag an dismegañs oc'h astenn, an embregerezhioù prevez o lakaat o c'hrabanoù war madelezh an holl, an deskadurezh, ar yec'hed, an anneziñ, an douar paneveken... N'houllomp ket bezañ kengiriek deus an holl draoù-se a ra poan dimp.

2015
Daveenn : DISENT p9

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial