Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. G. 1. Tro, aotre roet da ub. d'ober udb. a saver a-du gantañ. Un torr-dimeziñ dre asant (leun) an daou bried. Graet em eus se gant asant ma mamm. & REIÑ (E) ASANT DA (UB.) : aotren ub. (d'ober udb.). & Kaout asant ub. : bezañ aotreet gantañ (d'ober udb.). HS. aotre ES. nac'hadenn. 2. Impl. da doar. A-unan (gant). Bezañ asant gant (ub., udb.) : sevel a-du gant (ub., udb.). Asant on gantañ. HS. ali. II. H.g. Obererezh degemer udb. a saver a-du gantañ a c'hrad vat. Ar feiz zo asant an den a-bezh, meiz ha youl.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

asant

1732
Daveenn : GReg pg acquiescement, complaisance, consentement

asant

1732
Daveenn : GReg pg condescendance (deference aux sentimens d'autrui)

asantoù

1732
Daveenn : GReg pg condescendance

gant asant ar bed holl

1732
Daveenn : GReg pg (d'un commun) consentement

reiñ e asant

1732
Daveenn : GReg pg consentir

asant

1927
Daveenn : Geri.Ern pg asant

asant gant

1927
Daveenn : Geri.Ern pg asant

asant

1931
Daveenn : VALL pg acceptation (consentement), accession (action de consentir à), aquiéscement, adhésion, assentiment

« Mat, gortoz a raen hoc’h asant. Trugarez deoc’h. Emberr da noz, e teuot da zibriñ ho koan du-mañ, hag e komzinp amploc’h a-zivout ar gouel-se ».

1944
Daveenn : EURW.1 p.202

Met ne oan ket dinec’h, rak gouzout mat a raen e oa ur foz don etre ur soudard hag un ofiser, pa vezent en « uniform » an eil hag egile.

1944
Daveenn : EURW.1 p.202

Eus bezañ efedus a zo kaoz amañ c'hoazh: seul greñvoc'h e vo ur strollad, ha seul efedusoc'h un dibab graet gantañ, ma vez dibabet an dra-se gant an holl a-unan. Da lâret eo kemer e kont an holl arlivioù ster degaset gant an eil re hag ar re al, betek kaout asant tout an dud pe dost.

2015
Daveenn : DISENT p28

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial