1. Str.
Gwez-rousin, eus ar genad Abies, dezho kefioù eeun, delioù padus strizh ha broudus, a c'hounezer en abeg d'o c'hoad.
Diskar ur saprenn.
2. H.g.
Koad ar gwez-se end-eeun.
Ur plankenn sapr.
&
Gwez-sapr, ur wezenn-sapr : sapr (1), ur saprenn.
Daveenn :
GReg
pg fragile (Le verre & le sapin sont fragiles.)
Ar gwer hag ar sapr a zo brusk.
Ar guëzr hac ar sap a so brusq.
1732
Daveenn :
GReg
pg fragile (Le verre & le sapin sont fragiles.)
sapr
sâp
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg sapr, sâp
saprenn
sabren
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg sapr, sâp
saprenn
sapren
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg sapr, sâp
sapr
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg sapr, sâp
Ar c’hoadoù, a ra d’an traonioù ha krec’hioù ur gwiskad deil, a zo enno gwezennoù ar bravañ-holl : ar faou hag an derv a gaver ar stankañ, toueziet amañ hag ahont gant gwez pin ha sapr.
Ar c’hoadou, a ra d’an traoniou ha krec’hiou eur gwiskad deil, a zo enno gwezennou ar brava holl : ar fao hag an dero a gaver ar stanka, toueziet aman hag ahont gant gwez pin ha sabr.
1923
Daveenn :
SKET
p.95
A bep tu ne weled nemet gwerjeoù ha leton, brouskoadoù kelvez, plant sap, tilh, kistin, p[u]pli.
A bep tu ne weled nemet gwerjeou ha leton, brouskoadou kelvez, plant sap, tilh, kistin, popli [sic].
1944
Daveenn :
EURW.1
p.118
Ni a oa aet asambles, re ar Gag, ma mamm ha me ; al leurenn-c'hoari a oa savet war ar blasenn, e-harz an iliz ; tro-war-dro e oa klouedoù koad, ha gwezigoù sapr displantet diouzh ur c'hoad bennak.
Ni a oa aet asamblez, re ar Gag, ma mamm ha me ; al leurenn-c'hoari a oa savet war ar blasenn, e harz an iliz ; tro-war-dro e oa klouedou koad, ha gwezigou sapr displantet diouz eur c'hoad bennak.