Pesk-mor bihan eus ar c'herentiad Clupeidae, e anv spesad Sardina pilchardus, a vev a strolladoù bras-kenañ tost d'an aod en hañv hag en donvor er goañv.
Pesketaerezh ar sardined. Boestadoù sardined-eoul.
Daveenn :
GON.II.HV
pg sardinen (sardine, petit poisson de mer fort recherché. Pl. sardinenned ou sardined)
Roit ur sardinenn din.
Rôid eur zardinen d'in.
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg sardinen (donnez-moi une sardine).
sardined
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg sardinen (sardine, petit poisson de mer fort recherché. Pl. sardinenned ou sardined)
sardinenn
sardinen
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg sardinen (sardine, petit poisson de mer fort recherché).
Pêr a gavas e kav an ti lez-varn, gwin evit "netra" : pourvizionoù a oa ganto en o zrouin : sardined, fourmaj ha chokola... An daou vignon, eta, a reas ur pred kennerzhus ha sasun.
Per a gavas e kao an Ti-Lezvarn, e-kichen, gwin evit "netra" ; pourvizionou a oa ganto en o drouin : sardined, fourmaj, chokola... An daou vignon, eta, a reas ur pred kennerzus ha sasun.
1941
Daveenn :
ARVR
niv.6, p4
Moarvat e felle dezhañ hon izelekaat ha dilorc'hañ ar re ac'hanomp a oa gwriet dija sardinennoù ruz dezho war o mañchoù...
Moarvat e felle d'ezañ hon izelekaat ha dilorc'ha ar re ac'hanomp a oa gwriet dija sardinennou ruz d'ezo war o manchou...
1944
Daveenn :
EURW.1
p.198
E-pad an tri devezh am eus tremenet e Bobania em eus prenet : d'al Lun 300 sardinenn evit 15 lur, d'ar Meurzh 240 a sardin mogedet evit 12 lur, ha 27 meilh fresk evit tri skoed, ha digant ur marc'hadour all 590 penn-sardin mogedet evit nav lur warn-ugent ha dek gwenneg.
E-pad an tri devezh am eus tremenet e Bobania em eus prenet : d'al lun 300 sardinenn evit 15 lur, d'ar meurzh 240 a sardin mogedet evit 12 lur, ha 27 meilh fresk evit tri skoed, ha digant ur marc'hadour all 590 penn sardin mogedet evit nav lur warn-ugent ha dek gwenneg.