Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Gwiad seiz flour ha lufr un tu anezhañ. Satin gwenn. Itronezed en o brozhioù satin. [1955] [...] da zibab va dilhad eured : ul levitenn vezher du gant doubl satin penn-da-benn, ur bragoù marellet hag ur jiletenn wenn, mar plij ganeoc’h.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

satin figuret

1499
Daveenn : LVBCA p77, 180 (satin figuret)

ker gwenn evel ar satin

1732
Daveenn : GReg pg blanc (comme un satin)

satin

1850
Daveenn : GON.II.HV pg satin (satin, étoffe de soie plate, fine, moelleuse et lustrée).

m'he gwel o vont traoñ gant ar ru, ganti un abid satin du

1874
Daveenn : GBI.II p300

mar gwiskomp hon abid satin gwenn, ni 'vo en Lannuon evel div fleurenn, mar gwiskomp hon abid satin bleuñv, mar kollomp hon enor hor bo keuz

1874
Daveenn : GBI.II p.150

hag am bo daouzek krouadur, hag holl diwar an avantur; me 'm bo dezhe abid satin gwenn, o c'haso d'ar skol en ur vandenn

1874
Daveenn : GBI.II p226

ken a lampe al laezh war hec'h abid satin

1874
Daveenn : GBI.II p562

leal, aet eo d'al leur nevez, an hini a gar eus he gostez, indani 'n abid satin gwenn; Doue, bravañ da femelenn; indanañ 'n abid satin gris; bravañ den yaouank a welis

1874
Daveenn : GBI.II p480

Janedig stad enni : mont d’ar maner, kaozeal gant an itron, c’hoarzhin gant an dimezell, labourat war danvez pinvidik, mezher talvoudus, seiz, satin !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.152

Da gentañ ez ejomp hon-daou e stal vras La Belle Jardinière – breudeur ar C’hourtez, na pelec’h e oac’h sac’het ! – da zibab va dilhad eured : ul levitenn vezher du gant doubl satin penn-da-benn, ur bragoù marellet hag ur jiletenn wenn, mar plij ganeoc’h.

1955
Daveenn : VBRU p.25

Ofis publik ar brezhoneg