Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. (db. an dud) Hollad an degouezhioù m'en em gav un hinienn, ur stroll tud. Ar saviad denel a vremañ. 2. (db. an traoù) Hollad an degouezhioù a wered war stad un ensavadur, ur rummad embregerezhioù, armerzh ur vro, h.a. Saviad an ijinerezh gwiadel e Breizh-Veur. Saviad Europa goude an eil brezel-bed. Ur saviad war gemm. & Trl. Saviad an ampoent : saviad zo er mare-mañ-mare. Ret eo pennañ ouzh saviad an ampoent.

Skouerioù istorel : 
3
Kuzhat roll ar skouerioù

"Ne gemmo netra. N'oc'h ket evit kompren va saviad", a eilgerias an doktor, strafuilhet en un doare anat. "Kasaus-tre eo ar blegenn m'emaomp, Utterson ; ur saviad dibar, dibar-tre.

2012
Daveenn : DJHMH p34

"Ha gouzout a rit, Poole", emezañ, en ur sevel e benn, "ez omp c'hwi ha me o vont d'en em lakaat en ur saviad arvarus a-walc'h."

2012
Daveenn : DJHMH p.69

Katerina he deus echuet he frantad stummañ ha plediñ a ra gant un nebeud aferioù hag a sell ouzh kantreolaat saviad an enbroidi.

2015
Daveenn : EHPEA p19

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial