Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Bronneg kigdebrer gouez eus ar c'herentiad Felidae, e anv spesad Panthera tigris, a vev e koadegi Azia hag e Siberia, dezhañ ur vlevenn melen-rous pe arwenn roudennet du. 2. (db. ar pesked) Rinkin-tigr : ar spesad rinkined e anv Galeocerdo cuvieri, unan eus ar re vrasañ ha dañjerusañ.

Skouerioù istorel : 
9
Kuzhat roll ar skouerioù

tigr

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tigr

tigred

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tigr

ker kriz, ken didruez eo evel un tigr

1850
Daveenn : GON.II.HV pg tigr

Goude aotrounez vras, krinet ganto o fri, A deuas pep eil tro, diouzh ma oa hir o dent, Da ziskargañ o gor : holl emezo 'oant sent : an tigred, ar bleizi, bete'ar c'hozh chas bihan A dlee d'ar Baradoz mont diwar hanter vann.

1867
Daveenn : MGK p25

Al leoned hag an tigred, sailhet outo war o choug, a waskas en o geol klopenn o fennoù, ouzh o strakañ evel klor kraoñ.

1924
Daveenn : SKET.II p.53

Skrij ar bleiz hag eurc’h an arzh a vez eilet eno gant yud al leon melen-gell hag an tigr brizhroudennek.

1924
Daveenn : SKET.II p.48

Kentoc'h pondalez an ifern !... Emañ aze, e-harz e dreid, kousket sioul evit ar pred, - ar mor, an tigr, ar sarpant a oar kousket ivez! - gant e reuzeudien o buhezioù diroll, prest da dorc'hweniañ en-dro, kerkent ha ma vint dihun, el likaouerezh an hudurañ...

1949
Daveenn : SIZH p.48

Re an "tigr"; n'eo ket re an tigr roudennek, gwir eo, met re unan marellet, da lavaret eo ar banterenn.

1985
Daveenn : DGBD p61

An diforc'h nemetañ eo ez eo troet ar gwele amañ en ul liorzh loened gant arzhed, tigred, koulined ha chas bihan.

2015
Daveenn : EHPEA p52

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial