A.
1. [1499, 1659, 1850, 1931, 2012, 2015] Trenk, c'hwerv, zo tagus e vlaz pe e c'hwezh.
Mat ! ne gave ket al laezh ken put ha ma'z eo ar c'hwezh dioutañ. Ur moged put a dage o gourlañchenn. Ur wezenn aval put.
2. (db. an douar)
Geuniek, taouarc'hek.
An efl a sav en douar put.
3. [1732, 1850] Faou-put.: gwez o anv spesad Carpinus betulus.
B. Dre skeud.
1. (db. an amzer, an avel)
[1850] Lemm ha yen.
[1878] Ya, c’hwi 'lavar, put eo an avel. Skornet omp [...].
Amzer but a ra. Avel but miz Here a sklase hon izili.
2. (db. ar c'homzoù, ar selloù)
[1931] Drouk, flemmus, tagus.
Komzoù put. Ober selloù put ouzh ub.
3. (db. an dud)
En devez heug oc'h ober udb.
Pegen put e oa da grediñ.
— Ned an ket da, re but eo an avel aze ; ho krediñ a ran. — Ya, c’hwi 'lavar, put eo an avel. Skornet omp, ha koulskoude n’hor beus graet nemet redet, klask ha furchañ dre-holl abaoe m’omp savet amañ.
— Ne d’an ket da, re but eo an avel a-ze ; ho kredi a ran. — Ia, c’houi lavar, put eo an avel. Skournet omp, ha koulskoude n’hor beuz great nemed reded, klask ha furcha dre oll abaoue m’omp savet aman.
1878
Daveenn :
EKG.II
p.131
Skuizh an douaroù-se dre na daolont, bep hañvezh, nemet bleunioù-garv, geot d’ar c'hirvi, mezh d’ar moc’h-gouez, frouezh put d’an evned.
Skuiz an douarou-ze dre na daolont, bep hanvez, nemet bleuniou-garo, geot d’ar c'hirvi, mez d’ar moc’h-gouez, frouez put d’an evned.
1924
Daveenn :
SKET.II
p.62
Paourkaezh Adam, o ! ya, setu unan all ha na oa ket lemm e spered. Koll e Varadoz evit un tammig aval trenk, put marteze !!…
Paour kêz Adam, oh ! ya, setu unan all ha na oa ket lemm e spered. Koll e Varadoz evit eun tammig aval trenk, put marteze !!…
Lakait war se ar vouezh putañ, trenkañ, a zo tu da glevout ; ur gomz tagnous, rok, evel ur chilpadenn ; setu eno poltred ar barzh brudet, a zalc’he d’an ampoent banniel ar Werz vrezhonek, an uhelañ.
Lakait war se ar vouez puta, trenka, a zo tu da glevout ; eur gomz tagnous, rok, evel eur chilpadenn ; setu eno poltred ar barz brudet, a zalc’he d’an ampoent banniel ar Werz vrezonek, an uhela.
1944
Daveenn :
EURW.1
p.97
Bremaik, pa zeuy ar C'hallaoued / En-dro gant ar re 'm eus gwerzhet / D'o stlejañ ganto d’ar gaoued, / En abeg d'ar pezh zo berzet, / Ha da c'houzañv marv kalet, / 'Tre daouarn ruz al lazher tud, / Kalz spontusoc'h ' vin-me chalet / O peurlonkañ an evaj put.
Bremaik, pa zeuy ar C'hallaoued / En-dro gant ar re 'm eus gwerzet / D'o stleja ganto d'ar gaoued, / En abeg d'ar pez 'zo berzet, / Ha da c'houzañv maro kalet, / 'Tre daouarn ruz al lazer tud, / Kalz spontusoc'h ' vin-me chalet / O peurlonka an evaj put.
1960
Daveenn :
PETO
p42
Evit ar vuredig, a sellis outi goude edo - lavaromp - hanter leun gant un dourenn ruz-gwad, put-spontus he c'hwezh, gant fosfor enni da'm meno hag un eter aezhennik bennak.
2012
Daveenn :
DJHMH
p. 83
C'hwezh put an itrikerezh a vo o doare da gehentiñ.