I.
[1499, 1659, 1850] Pesk mor migornek eus ar c'herentiad Rajidae, div askell vras oc'h ober e gorf, dezhañ
stumm ul lankell gant ul lost hir, a vev peurvuiañ war ar sont traezh.
II.
(dirak ur spizer)
1. Pesk eus ar genad Raja, a renker ennañ ar raeed gwirion.
Rae lagadek, rae vouklet : ar spesad Raja clavata.
&
Rae-goukoug : ar spesad Raja naevus.
&
Rae c'hris : ar spesad Raja undulata.
&
Rae zous : ar spesad Raja miraletus.
&
Rae c'hlas : ar spesad Raja montagui.
&
Rae rous : ar spesad Raja asterias.
2. Pesk a denn d'ar rae.
Rae-zu : pesk mor diskant, dezhañ ur flemm binimus en e lost, e anv spesad Dasyatis pastinaca.
&
Rae-grenerez, rae-vorz : krenerez.
Gant an drag e peskete pleised, lizenned, balbuenned, toulboud, raeed, touilhed a bep liv : touilhed-traezh, touilhed-rouz, touilhed-spin (1).
Gant an drag e peskete pleized, lizenned, balbuenned, toulboud, rêed, touilhed a bep liou : touilhed-trêz, touilhed-rouz, touilhed-spin [1].
1925
Daveenn :
BILZ2
p.103
E-pad an hañv, dilezet an drag hag ar sein, ar Gwennili ac’h ae pell er-maez en-dro d’ar Velevenn, d’ar Gorjegoù, pe war bazennoù Treoger da lakaat e gevell, da stignañ e gerden higennoù hag e rouedoù boull evit pesketa silioù, raeed ha retoned, morc’histi, travanked, l[i]gistri, [givri]-mor.
E-pad an hanv, dilezet an drag hag ar zein, ar Gwennili ac’h ê pell er-mêz en-dro d’ar Velevenn, d’ar Gorjegou, pe war bazennou (3) Treoger da lakaat e gevell, da stigna e gerden higennou hag e rouejou boull (1) evit pesketa siliou, rêed ha retoned (2), mor-c’histi, travanked, legistri, girvi-mor.