I.
(db. an evned)
Trouz taolet gant un evn - pig, kegin, yar - pe gant ur bagad anezho.
Ragach ar piged.
II.
A. Dre zismeg (db. an dud)
1. Komzoù a bep seurt distaget a vouezh uhelik a-walc'h gant meur a hini.
[1924] Ac’hanta ! merc’hed, echu eo ho ragach ?…
2. Komzoù na intenter ket fraezh.
Ne chomis ket da selaou e ragach.
B. (db. an traoù)
Trouzioù difraezh, mesket.
Ragach un druilhad mein o ruilhal. Ragach berr ha kriz tennoù ar vindrailherezig. Ragach an delioù sec'h pa vez baleet warno.
Daveenn :
GON.II.HV
pg ragach (regrat, vente à petite mesure, à petit poids).
— Feiz ganti !… — Abalamour da betra ? — Ha panevet, a lavare unan all… met peoc’h… — Ya, ya, peoc’h !… — Ac’hanta ! merc’hed, echu eo ho ragach ?…
— Fê ganti !… — Abalamour da betra ? — Ha panevert [sic], a lavare unan all… met peoc’h… — Ya, ya, peoc’h !… — Ac’hanta ! merc’hed, echu eo ho ragach ?…
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 41, p.943 (Mae 1924)
ragach
1931
Daveenn :
VALL
pg babil, bavardage
Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e arroudenn dre-douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.
Ur froudig dour, tizh warnañ ha ragach d'e heul, a doulle e aroudenn dre douez ar grouan hag ar mein, e-kreiz un naoz ledan aet da hesk daoust da zisheolienn ar pupli mistr hag uhel, a heulie, war an daou ribl, kammigelloù ar stêr tre betek un ode-venez, du-se.