1. Doar.
Na c'hoarvez ket alies.
Ral eo pareañ ar c'hleñved evit mat. Ral e oa ma kaved anezho. Ral eo e teuje.
2. Stn.
N'eus ket nemeur eveltañ.
Ur paotr ral : evel ma ne weler ket nemeur.
Ur gwir vignon zo ur pezh ral war an douar.
[1924] Ur paotr ral Bilzig pa lavaran deoc’h !
Disket en devoa ivez en em bilat, hag, a-barzh un nebeudig, hini anezho na oa ken skañv a droad, ken prim a zorn, ha piladeg anezhi (ha se aliesoc’h eget bemdez) ral e veze ma na deue ket a-benn eus ar baotred all.
Disket an nevoa ive en em bilat, hag, a-barz eun nebeudig, hini anê na oa ken skanv a droad, ken prim a zorn, ha piladeg anei (ha ze alïesoc’h eget bemde) ral e vije ma na deue ket a-benn eus ar bôtred all.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)
— Mat a-walc’h, aotrou person, p’eo gwir hon deus un tammig bara da zibriñ, a-wechoù un tamm pesked, hag e c’hellit va c’hrediñ, ral e vez war an daol kig gedon an aotrou… N’omp ket figus, hag ar vugale, pa vezont yac’h…
— Mat a-walc’h, ôtrou person, p’eo gwir hon deus eun tammig bara da zibri, a-wechou eun tamm pesked, hag e c’hellet va c’hredi, ral e ve war an dôl kig gedon an ôtrou… N’omp ket figus, hag ar vugale, pa vent yac’h…
Ha Bilzig ac’h ae d’e higennoù, da buñseal ; sutellat a rae d’ar valtouterien ton kantik ar Baradoz, difraezhal a rae Gargam. Kroc’hen kurunoù ! Ur paotr ral Bilzig pa lavaran deoc’h !
Ha Bilzig ac’h ê d’e higennou, da bunseal ; sutellat a rê d’ar valtouterien ton kantik ar Baradoz, difrêzal a rê Gargam. Kroc’hen kurunou ! Eur pôtr ral Bilzig pa lavaran d’ec’h !
War-bouez o c'herniel e vezont dibradet ha sammet war ar pont, doare kriz a-walc'h d'en em gemer, rak n'eo ket ral gwelout hini pe hini eus al loened o viskorniañ.