V.g.
1. [1659, 1732, 1850] Tremen amzer oc'h ober traoù dister ha didalvoud.
2. [1732, 1850, 1927, 2012] Lavaret dibaouez an hevelep kaozioù hep talvoudegezh, hep kalz a ster.
Rambreet he doa, kaozioù digompez evel m'oa boas da gaout diwar derzhienn. Dont a rez kozh, hag e stagez da rambreal. Siwazh emaon o rambreal diwar-benn traoù tremenet.
HS. randoniñ, raneal, riotai.
Kement-se lavaret, c'hwi 'oar, pell eo a zisplegañ pep tra, a ouzhpennas en ur gregiñ da rambreal.
2012
Daveenn :
DJHMH
p15
Notennoù studi
Ar verb-mañ eo bet strishaet e ster azalek an XIXvet kantved. Kollet eo gantañ an dalvoudegezh "kantren, pourmen hep kaout ur pal resis" a oa dezhañ kentoc'h.