Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tiriad bras pe vrasoc'h, dezhañ doareoù heverk e-keñver ar boblañs, an hin, an torosennadur, ar struzh, ar yezh, h.a. a laka kemm etre eñ hag ar rannvroioù all pe ar vroad a-bezh. An darn vrasañ eus ar Vreizhiz divroet zo tomm d'o rannvro c'henidik. DHS. korn-bro, tolead. 2. Rann velestradurel en ur Stad. Rannvro Breizh n'eus mui enni nemet pevar departamant abaoe ma oa bet disrannet Bro-Naoned er bloaz 1941.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

rannvroioù

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rannvrô

rannvro

1850
Daveenn : GON.II.HV pg rannvrô

Laeret eo bet diganeomp an eil warlerc'h egile hon frankiz a bobl hag hon gwirioù ha frankizioù a rannvro; torret hag adtorret eo bet lizher-feur 1532 a gratae d'hon Bro he librentez hag he frankizioù, gant ul lez-veur diouti hec'h-unan hag ar gwir da gaout war he ardamezioù, pa n'he doa ken eur gurunenn glok, eur boned erminig kelc'hiet a aour.

1911
Daveenn : PSEP p III

Nemetos eo a sujas ar rannvro er c'hornog d’an Albis betek ar Visuria.

1923
Daveenn : SKET p.125

Gedour atav war sav ha war zihun, ec’h en em zalc’h etre an douar hag an neñv, hag eus lein ar menez a dalv dezhañ da sichenn e wel al Lingonikon a-hed hag an holl rannvro stag outañ.

1923
Daveenn : SKET p.12

ranndir, rannvro

1923
Daveenn : SKET p.189, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Région".

rannvro

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXVII

Tud an taol-mañ -a gostez Kerne-Uhel- a rae o diskenn e ostaleri an Itron Faucheur, a oa ar gentañ war an dorn kleiz pa zigouezhed e kêr, tostik da maner ar Sal d'an aotrou Kerouarz, depute rannvro Gallag.

1944
Daveenn : EURW.1 p29-30

Genidik eus rannvro [an] Hérault, Kreizdeiziad brogarour, e oa deut ivez da ouel Plouyann ha da sikour sevel Kevredigezh Vroadel Breizh.

1944
Daveenn : EURW.1 p78

o welet pegen dister e chome plas ar c'heleier war Blogoñv, er c'hazetennoù rannvro zoken, ur strolladig a dud eus bro Gemper (Skol an Emsav, PSU, CRIN) en deus soñjet e oa ret kas keloù war-eeun d'ar Vretoned.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.3

Meneget em eus uheloc'h e oa en em gavet ganeomp labourerien nevez o tont eus rann-vro Kango, Pahouined bras ha sec'h eus ar Menezioù Strink, tud divalav da welout, met kalonek d'al labour.

1985
Daveenn : DGBD p72

[Oberoù difeuls evel] heskinañ ar vinistred en ur mod demokratel, rekizañ al lojeiz goullo (e Pariz pe er rannvroioù...) ; falc'hañ parkeier OGK ha labezañ panelloù bruderezh, [..., stankañ] bon nukleel Faslane e Bro-Skos [...]

2015
Daveenn : DISENT p155

A-wechoù en deus [paotr pe plac'h ar polis] da vont e darempred gant pennoù bras -er prefeti pe gant dilennidi- ur rannvro pe ur gêr bennak evit kelaouiñ anezhe e vo kaset da benn un obererezh disentiñ dizale, displegañ dezhe ar rag hag ar perag ha frealziñ anezhi o lavarout e vo difeuls an dud a gemero perzh enni.

2015
Daveenn : DISENT p145

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial