I.
1. [1499, 1659, 1732, 1850] Benveg, anezhañ ur bann treuz, bizied outañ ha dezhañ un troad hir a dalvez da zastum traoù war-c'horre an douar, da gompezañ gorre an douar.
Ur rastell houarn, koad. Cheñch tu d'ar foenn gant ar rastell. Dastum delioù, plouz gant ar rastell.
2. [1732] Doare skeul kosteziet staget a-hed unan eus mogerioù ar c'hraou a zebr al loened o boued diouti.
Debriñ foenn diouzh ar rastell. Lakaat foenn d'ar c'hezeg en o rastell.
HS. prezeb.
&
Trl. skeud.
Bezañ uhel ar rastell e ti ub. : bezañ treut ar boued ennañ.
3. Dre heveleb., PEMDEZ
Pezh eus ur stern-gwiadiñ a vir ouzh an neudennoù da rouestlañ.
II.
Dre heveleb., PEMDEZ
1. Pep hini eus an div regennad dent.
Tennet e voe holl rastell e zent dezhañ.
&
Trl.
Rastell doull : den n'eo ket evit e deod.
2. Stign pellwel an tiez.
Rastell ar pellwel.
3. STEREDON.
Anv ur steredeg : Rastell an tri roue
Ar pezh a zastumer gant ar rastell a zismanter gant ar forc'h.
Ar pez a zéstumér gand ar rastell a zismantér gand ar forc'h.
1732
Daveenn :
GReg
pg acquiescement
restell
1732
Daveenn :
GReg
pg creche (mangeoire en un étable, où on met le foin &c pour les boeufs, vaches, moutons)
dent heskenn, dent krib, dent rastell
dént hesqen, dént crib, dént rastel
1732
Daveenn :
GReg
pg dents (de scie, de peigne, de rateau)
rastell
1732
Daveenn :
GReg
pg creche (mangeoire en un étable, où on met le foin &c pour les boeufs, vaches, moutons)
ur rastell a zo e penn ar vali
eur rastel a zô é penn ar vali
1850
Daveenn :
GON.II
pg rastel
restell
restel
1850
Daveenn :
GON.II
pg rastel
Ar pezh a zastumer gant ar rastell, a zismañter gant ar forc'h.
Ar péz a zastumeur gañd ar rastel, a zismañteur gañd ar forc'h.
1850
Daveenn :
GON.II
pg forc'h (Ce qui vient au son du tambour, s'en va au son de la flûte).
rastell
rastel
1850
Daveenn :
GON.II
pg garzel, rastel
rastelloù
rastellou
1850
Daveenn :
GON.II
pg rastel
kemerit ar rastell houarn
kémérid ar rastel houarn
1850
Daveenn :
GON.II
pg rastel
n'eus ket a golo er rastell
n'eûz kéd a gôlô er rastel
1850
Daveenn :
GON.II
pg rastel
« Ar rastell zo goullo, ar gouzer ned eo sec'h, / It d'ar sanailh hag e dillo, / Roit d'al loened foenn ha kolo. »
« Ar rastel zo goullo, ar gouzer ne d-eo sec'h, / It d'ar zanaill hag e dillo, / Roit d'al loened foenn ha kolo. »
1867
Daveenn :
MGK
p44
Bia bia bia la / Piv a yelo da gikañ ? / « C’est la brunik » / A Bempoulig / He deus torret he askellig. / Rastell, dirastell, / Tenn da viz er-maez ar ganell / Pe m’en troc’ho gant va c’hontell.
Bia bia bia la / Piou a yelo da gika ? / « C’est la brunik » / A Bempoulik / A deus torret he askellig. / Rastell, dirastell, / Tenn da viz er-mêz ar ganell / Pe m’en troc’ho gant va c’hontell.